Luc'heilerez : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 31:
Enlouc'hañ skeudenn an teul war gorreenn luc'hgizidik ar c'helorn e vez graet gant ul [[penn lazer]] evit al luc'heilerezioù niverel bezañ ma ez'eus un darn anezhe ne vez ket implijet ar galvezerezh-se (teknik-se) enne met e vez graet kentoc'h gant ur steutad LED sturiet gand an amredadoù elektronek a geweriañ.
 
Un aezamant hag o deus al luc'heilerezioù-se eo e c'hellont bezañ kennasket ouzh un [[urzhiataer]] da voullañ rag-eeun an teulioù (hag e teu da vezañ neuze ur [[moullerez|voullerez]]) pe da dapout un teul dezrannet war e c'hwilerver d'ober gantañ ur restr war ar [[Kantenn kalet|gantenn galet]], da skouer. Tamm ha tamm e teuont da vezañ [[savenn liesarc'hwel vureveg|savennoù liesarc'hwel]] bureveg (MFP e saozneg) pa int muioc'h mui ardivinkoù gouest d'ober pep tra evit ar pezh a sell ouzh keweriadurioù an teulioù moullet e-barzh ur burev, evel binvioù da gehentiñ ([[moullerez]], luc'heilerez, [[c'hwilerver]], ha ivez bremañ [[pelleiler]]). Kevreet e vezont alies ivez ouzh [[Rouedad stlenneg|rouedadoù stlenneg]] gant ur [[Kartenn rouedad|gartenn rouedad]] marc'het enne a orin pe evel un dibarzh.
 
==Teknologiezh boutin evit an daou seurt a luc'heilerez==