Varanasi : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Pajenn nevez : thumb|right|250px|Varanasi, gwelet eus ar stêr Ganga. Ur gêr eus India eo '''Vārānasī''', e stad [[Uttar Pradesh]...
 
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 3:
Ur gêr eus [[India]] eo '''Vārānasī''', e stad [[Uttar Pradesh]]. Anavezet e oa gwechall gant an anv '''Benares'''. Ur gêr santel eo Varanasi evit an [[Hindouegezh|Hindoued]].
 
Emañ Varanasi etrearetre ar stêr [[Ganga]] hag ar stêr [[Varuna]], ha moarvat ez eo unan eus kêrioù koshañ ar bed. E [[2001]] e oa 1 371 749 a dud o chom enni. Unan eus lec'hioù pouezusañ India eo Varanasi evit an Hindoued ha dont a ra e-leizh a dud da birc'hirinañ di (ouzhpenn ur milion a birc'hirined bep bloaz). Kontañ a reer e vije bet savet gant an doue [[Shiva]] gwechall. Mont a ra ar birc'hirined d'en em walc'hiñ er stêr Ganga rak evito e talvez d'en em walc'hiñ diouzh o fec'hedoù. Lec'h pouezusañ kêr eo ar [[ghat]]ioù, diri ledan da ziskenn d'ar stêr.
 
Ur bern temploù a gaver e Varanasi : an hini brudetañ eo templ Kashi Vishwanath, en enor da Shiva. Ur gêr santel eo Varanasi ivez evit ar [[Jainegezh|Jained]]. E-kichen kêr emañ [[Sarnath]], al lec'h ma reas [[Siddhartha Gotama]], lesanvet ar [[Bouda]], e brezegenn gentañ. Di e teu e-leizh a [[Boudaegezh|Voudaiz]] eta.
 
[[Skeudenn:Ganges ceremony.jpg|thumb|250px|chwith|Ul lid hindouek war ar ''ghatioù'' e Varanasi.]]
 
===Tud brudet===
Linenn 12 ⟶ 15:
 
 
==Liammoù diavaez==
[[Skeudenn:Ganges ceremony.jpg|thumb|250px|chwith|Ul lid hindouek war ar ''ghatioù'' e Varanasi.]]
{{Commons|Category:Varanasi}}
 
 
[[Rummad:Kêrioù India]]