Le Télégramme : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
'''"Le Télégramme de Brest et de l'Ouest"''' a zo anezhi ur gelaouenn bemdeziek rannvroel, gallek, hag a Vreizh. Diazezet eo e [[Montroulez]] ([[Penn-ar-Bed]]). Skignet e vez e Penn-ar-Bed, en Aodoù-an-Arvor hag er Morbihan. Perc'hennet eo gant tud [[Coudurier]]. Ur 600 bennak a dud a labour eno, en o zouez ouzhpenn 200 kelaouenner. Embannet e vez 205 000 skouerenn anezhi bemdez.
 
A-raok hag e-pad ar brezel e oa anvet '''''[[La Dépêche de Brest et de l'Ouest]]'''''. Savet e oa bet ''La Dépêche'' e [[1866]] hag aet eo da get e [[1944]]. Goude bombezadeg ar re unanet e [[Brest]], e voe kaset ar gelaouenn-mañ da Vontroulez e 1941. E miz Gwengolo 1944, e voe difennet embann anezhi dre m'he doa kemeret perzh er c'henlabour gant ar melestradur Nazi hag kemmet e voe da heul se hec'h anv a-benn lakaat hini "Le Télégramme de Brest et de l'Ouest".