Arzel Even : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Yun (kaozeal | degasadennoù)
D Rummad:Tud
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 6:
Dimeziñ a reas Arzel Even gant ur Gembreadez, Enid Mair Phillips, e [[1950]], ha mont a reas da Gembre da vevañ. Eno e kavas labour evel levraoueger da gentañ ha goude-se evel kelenner brezhoneg e skol-veur [[Aberystwyth]].
 
Sevel a reas ar gelaouenn ''[[Hor Yezh]]'' e [[1954]] ha kenlabourat a reas gant ar gelaouenn-se betek e varv.
 
Gantañ eo bet savet ''Istor ar Yezhoù keltiek'', zo bet embannet meur a wech gant ''Hor Yezh''. Studiadennoù yezhoniezh niverus en deus embannet e meur a gelaouenn : ''Hor Yezh'' evel-just, ''Bwletin y Bwrdd Gwybodau Celtaidd''/''Bulletin of the Board of Celtic Studies'', ''[[Ogam (kelaouenn)|Ogam]]'', ha meur a bennad a embannas ivez e-barzh ''[[Al Liamm]]''.
 
Mervel a reas yaouank a-walc’h, d’an [[18 Kerzu|18 a viz Kerzu]] [[1971]]. Douaret eo bet e [[Llanbadarn Fawr]], e-kichen Aberystwyth. E [[Levraoueg Vroadel Kembre]] eo bet fiziet al levrioù hag ar skridoù a zo chomet war e lerc’h (war-dro 500 levr).