String : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 7:
=== Stringoù liesseurt ===
Pa vez tanav-tre ar fiselenn a-dreñv e lavarer '''string fiselenn'''. Pa vez un tammig ledanoc’h, gant un tamm danvez (stumm trichorn) ouzhpenn, met hep ma ne vefe goloet ar feskennoù e vez lavaret ''string'' pe '''tanganita'''.
Ma vez goloet ul odenn eus ar feskennoù e lavarer [[tanga]]. Peurliesañ e vesk an dud [[tanga]] ha [[bragoù -bihan brazilian]]. Met disheñvel eo ar bragoù bihan brazilian, rak heñvel eo an tu dirak hag an tu a-dreñv anezhañ.
Hervez stumm ar string e c’hall bezañ kochet da vat pe get, hag ar vandenn a tro-dro an divlez a c’hall bezañ ledan pe get. Pa vez ledan ha pa ziskenn war ar feskennoù e lavarer '''shorty string''', ur seurt short ez eo.
 
Linenn 17:
Kazi sur ez eus bet eus ar string a-raok ma vefe eus ar bragoù-bihan. Orin ar string a seblant bezañ a-gozh e istor mab-den. Meur a bobl he deus gwisket (re zo a gendalc’h hiziv an deiz) un tamm dilhad heñvel ouzh ur string : ur seurt bandenn danvez stag ouzh ur fiselenn tro-dro d’an dargreiz.
Adalek ar bloavezhioù 1970 e krogas ar string d’ober berzh, pa voe gwisket gant maouezed e-pad dibunadegoù giz. E wiskañ a rejont gant ar pal ne zeufe ket war wel merk ar bragoù bihan dindan ar bragoù.
Buan e voe gwisket ar string gant maouezed [[Suamerika]], maouezed [[Brazil]] dreist-holl, hag e implij a rejont evit mont da gouronkañ. Setu perak e voe ijinet an anv [[bragoù -bihan brazilian]]. Kavet e voe stringoù e [[Bro-C’hall]] adalek [[1975]].
Kemmet e voe ar string er bloavezhioù 1980, ha liesseurt e teuas da vezañ : d’ar mare-se e voe krouet ar bragoù bihan tanga. Berzh a reas ar string adalek ar bloavezhioù 1990, ha degemeret e voe d avat gant an dud. Gwerzhet e evz kalz abaoe ar bloavezhioù 2000.
 
Linenn 32:
== Gwelout ivez ==
* [[Tanga]]
* [[Bragoù -bihan brazilian]]
* [[Bikini (dilhad)|Microkini]]
{{commons|G-string}}