T-shirt : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Skeudenn:Wikipedia-T-shirt.jpg|thumb|T-shirt da vrudañ [[Wikipedia]]]]
Un '''tee-shirt''' pe '''T-shirt''' (pe rochedig) a zo ur roched milginoù berr dezhi, fardet gant [[kotoñs]] pe [[polyester]]. Pa’z eo bet ijinet e oa implijet evel ur pezh dilhad-dindan, hiziv an deiz avat e vez gwisket evel ur pezh dilhad nemetken. Peurliesañ e tiskouez ez eo dinec’h an neb a wisk anezhañ, dreist-holl e-pad an hañv. Gwisket e vez dre ar penn rak gwevn eo kerc’henn an t-shirt.
Peurliesañ e tiskenn an t-shirt betek livean al lounezh[[kroazell|divgroazell]]. E-pad ur pennad eo bet diouzh ar c’hiz gwiskañ t-shirtoù ledan-tre. A-wechoù e vez gwisket t-shirtoù berr ha tost ouzh ar c’horf gant ar maouezed[[maouez]]ed, diskouez a reont neuze o c’hof hag o [[begel]].
T-shirtoù milginoù hir a gaver ivez ha re all gant ur c’habell. Disheñvel diouzh ar [[sweat-shirt]] eo an t-shirt, a-fet stumm ha danvez. Tevoc’h ha ledanoc’h eo ar [[sweat-shirt]].
 
Linenn 12:
Implijet e vez ivez evel doare da ober bruderezh gant embregerezhioù pe forzh pe aozadur a fell dezhañ kemenn tra pe dra. E [[1932]] e voe implijet un t-shirt evit ober bruderezh ar wech kentañ, da-geñver ar film “Strobineller Oz”.
 
An doare ma vez fardet hag an [[danvez]] implijet a gont ivez : kavet e vez t-shirtoù doare kenwerzh reizh, pe re all fardet gant kotoñs biologel. Muioc’h-mui a embregerezhioù a implij seurt t-shirtoù evit ober bruderezh, evel-se e tiskouezont e toujont d’an diorren padus.
 
Ma’z eo sklaer an t-shirt e teu da vezañ treuzwelus pa vez glebiet. Abalamaour d’ar perzh-se e vez aozet [[kenstrivadeg t-shirtoù gleb|kenstrivadegoù t-shirtoù gleb]].