T-shirt : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 10:
Hiziv an deiz e vez gwisket t-shirtoù gant an holl dud er bed a-bezh.
An dreserien dilhad a vez diehan oc’h ijinañ t-shirtoù nevez (a-fet stumm, liv, danvez).
Implijet e vez ivez evel doare da ober bruderezh gant embregerezhioù pe forzh pe aozadur a fell dezhañ kemenn tra pe dra. E [[1932]] e voe implijet un t-shirt evit ober bruderezh evit ar wech kentañ, da-geñver ar film “Strobineller Oz”.
 
An doare ma vez fardet hag an [[danvez]] implijet a gont ivez : kavet e vez t-shirtoù doare kenwerzh reizh, pe re all fardet gant kotoñs biologel. Muioc’h-mui a embregerezhioù a implij seurt t-shirtoù evit ober bruderezh, evel-se e tiskouezont e toujont d’an diorren padus.