Emsavadeg ar Vokserien : diforc'h etre ar stummoù
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pajenn nevez : 300px|right|thumb|Bokserien e [[Tianjin]] '''Emsavadeg ar Vokserien''', a oa un emsavadeg a oa kaset en-dro gant izili eus ur gevredigezh sinat anv... |
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
||
Linenn 3:
'''Emsavadeg ar Vokserien''', a oa un emsavadeg a oa kaset en-dro gant izili eus ur gevredigezh sinat anvet « Yi he tuan » (Milis ar Justis hag ar Gengarantez), pe « Yi-ho k'iuan » (Meilhoù-dorn ar Justis hag ar Gengarantez) a oa a-enep levezon ar broioù estren war tachennoù ar c'henwerzh, ar politikerezh, ar relijion hag an deknologiezh. Padout a reas an emsavadeg eus miz Du 1899 betek ar 7 a viz Gwengolo 1901, e-doug bloavezhioù diwezhañ ren ar [[Manchoued]] e [[Sina]], dindan ren an [[Tierniezh Qing|dierniezh Qing ]].
Anvet e veze izili ar gevredigezh "Bokserien" gant Kornôgiz abalamour ma embregent d'an [[arzhoù gour]] ha d'an "[[arzoù kalistenek]]". Loc'hañ a reas an emsavadeg, harpet gant kouerien dreist-holl, e norzh Sina. Embann a rae mennozhioù enepestrañjour hag [[enepimpalaerelouriezh|enepimpalaerelour]]. Tagañ a rejont estrenien a oa o sevel hentoù-houarn abalamour ma
Gouarnamant [[Cixi|an impalaerez trederannerez Cixi]] a lezas ober ha ar gannaded, ar siviled estren, soudarded hag un nebeud kristenien sinat a a rankas souchañ e karter ar c'hannadtiez (legationoù) e lec'h ma taljont ouzh an emsavadeg e-doug 55 devezh. Neuze e tegouezhas un nerzh liesbroadel, enni 20000 soudard, da sikour anezhe. Rediet e oa gouarnamant Sina da zigoll ar re o doa gouzañvet diwar an emsavadeg ha da asantiñ da c'houlennoù ar broadoù estren. Adreizhadennoù graet da-heul emsavadeg ar Vokserien a zegasas evit lod diwezh an [[Tierniezh Qing|dierniezh Qing ]] ha diazezidigezh [[Republik Sina]].
|