Impalaeriezh trevadennel Spagn : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
D astenn
Linenn 26:
Spontus eo ar priz a vo paeet gant an annezidi gentañ. D’an traoñ ez a buan an niver a [[Amerindianed]] : tremen a ra eus war-dro 80 milion e deroù ar {{XVIvet kantved}} da war-dro 12 milion kant vloaz war-lerc’h. Gant al lazhadegoù, al labour ret hag ar c’hleñvedoù degaset eus Europa, dreist-holl, e voe diskaret ar pobloù indian.
 
Torfedoù ar g-[[Conquistadorconquistador]]ed spagnol a voe diskuliet neuze gant ur [[manac'h]], ar breur [[Bartolomé de las Casas]]. E [[1550]], goude breutaat gant ur beleg all, [[Juan Ginés de Sepúlveda]], e teuas a-benn da lakaat degemer ar soñj e oa un ene gant an Amerindianed ([[Breud Valladolid]]). Roue Spagn, [[Karl V, Impalaer Santel|Karl V]], a grogas ivez d’ar poent-se da lakaat harzharzoù da reizhiad an ''[[encomienda]]''.
 
Er {{XVIIvet kantved}} e voe diazezet ''Misionoù katolik'' gant ar [[Jezuisted]]. Un doare keriadennoù e oa ar ''Reducciones''-se, savet dreist-holl e [[Paraguay]], gant Indianed [[Guarani]], e [[Bolivia]], e [[Perou]] pe e [[Brazil]]. Republikoù bihan e oant, savet evit avielañ an Amerindianed. Gant ar Jezuisted e veze savet kêrioù bihan war skouer ar re eus Spagn, nemet eno e tegemerent Amerindianed da reiñ ur plas dezho er gevredigezh spagnol ha kristen ha da wareziñ anezho diouzh ar sklaverezh. Kement-se ne blije ket nemeur d’an drevadennerien avat, hag a-benn ar [[bloavezhioù 1750]]-[[bloavezhioù 1760|1760]] e voe berzet ar ''Reducciones''-se, gant ar pab, gant Spagn ha gant Portugal.
 
Dre ma oa digresket kalz an niver a [[Amerindianed]] e oa diouer a dud labour evit an drevadennerien. Kregiñ a reas ar Spagnoled neuze d’[[morianeta|ober kenwerzh sklaved eus Afrika]], evel ma rae dija Portugaliz.
 
Daoust ma ne veze ket graet gwall vrav d’an Amerindianed na d’ar re Zu, e teuas [[Amerika latin]], ha dreist-holl Brazil, da vezañ ur skouer dibar eus ur gevredigezh hiron.
 
== En Azia ==
 
[[Fernão de Magalhães]], an ergerzher [[Portugal|portugalat]] a oa e servij rouantelezh [[Spagn]], a erruas en inizi [[Filipinez]] d’ar [[16 Meurzh|16 a viz Meurzh]] [[1521]]. Anvet e voe an enezeg en anv daofin Spagn, [[Fulup II Spagn]]. Adalek [[1565]] emañ an enezeg en Impalaeriezh trevadennel Spagn. E [[1611]] e voe savet [[Skol-Veur Santo Tomas]], ar skol-veur gentañ er vro, e [[Manila]].
 
Daoust ma ne oa ket pinvidik ar vro a-fed [[aour]] pe [[spis (temz)|spisoù]], e kave da Spagn e vije ur bazenn gentañ da vont da avielañ Sina ha Japan. [[Frañsez Zavier]], pa yeas da Japan a gasas gantañ un den genidik eus Filipinez, [[Lorenzo Ruiz]], zo bet lakaet da sant abaoe. Ne reas ket berzh ar visionerien gatolik e Sina ha Japan, met e Filipinez e teuas buan an iliz katolik da gaout ur pouez bras. Ha se e oa unan eus palioù pennañ rouaned Spagn pa glaskent trevadenniñ broioù pell.
 
==Diskar an impalaeriezh==
 
[[Skeudenn:Spanish Empire1.png|right|thumb|300px|An Impalaeriezh spagnol en {{XVIIIvet kantved}}, war-dro ar [[bloavezhioù 1780]].]]
 
Kregiñ a reas galloud trevadennel Spagn da vont war ziskar er {{XVIIvet kantved}}, daoust (pe abalamour) ma kresk poblañs an trevadennoù. An aour kaset da Spagn a veze dispignet buan evit paeañ dleoù d’ar vankerien a Alamagn pe Italia. Hag e-keit-se e kolle Spagn lod eus he zud a yae da redek bro en tu all d’ar mor. Gant ar brezelioù en Europa ([[Brezel ar Pevar-Ugent Vloaz]], [[Brezel Tregont Vloaz]]) e voe dispignet nerzh hag arc’hant Spagn.
 
==Dizalc’hiezh an trevadennoù en Amerika==
 
Displijet e oa an dud eus ar vegenn (ar re wenn, bet ganet en trevadennoù) gant pouez beli Spagn warno. Tud evel [[Simón Bolívar]] a gemeras skouer war an [[Dispac’h gall]] e dibenn ar {{XVIIIvet kantved}}. Tennañ a rejont splet eus aloubadeg Spagn gant [[Napoleon Iañ|Napoleon I{{añ}}]] e [[1808]] evit embann dizalc’hiezh broioù Suamerika. Daoust ma voe mouget an emsavadegoù-se gant feulster gant ar Spagnoled, e teuas broioù Suamerika, tamm-ha-tamm, da vezañ dizalc’h etre [[1811]] ha [[1825]].
 
==Dibenn an impalaeriezh e trevadennoù Afrika==
[[Skeudenn: Marrocoprotectorate.png|250px|thumb|right|An douaroù e dalc’h ar Spagnoled e Maroko, e 1912]]
Dirollañ a reas ar brezel etre Spagn hag ar Stadoù Unanet : e [[1898]] e voe kollet [[Kuba]], [[Puerto Rico]] hag ar [[Filipinez]] gant ar Spagnoled, aloubet ma oa bet ar broioù-se gant an Amerikaned.
Ne chome mui nemet un nebeud trevadennoù en Afrika gant Spagn, neuze. En o zouez e c’heller menegiñ ar [[Rif]], e hanternoz [[Maroko]], aloubet e deroù an {{XXvet kantved}}, ha chomet spagnol daoust da emsavadeg [[Abd el-Krim]], e [[1921]]-[[1926]]. E [[1936]] ez eo eus hanternoz Maroko, hag eus an inizi [[Kanariez]], e loc’has soudarded [[Francisco Franco|Franco]] da vont d’en em gannañ e [[Brezel diabarzh Spagn]]. E [[1956]] e voe roet ar braz eus an douaroù spagnol-se da stad Maroko, war-bouez [[Ceuta]] ha [[Melilla]] zo chomet kêrioù e dalc’h Spagn. N’eo nemet e [[1975]], goude marv [[Francisco Franco|Franco]], e voe kuitaet [[Sahara ar C'hornôg]] gant Spagn, ha goude-se e voe staget ouzh rouantelezh Maroko.
 
==Ar broioù zo bet e dalc’h an Impalaeriezh trevadennel spagnol==
 
* '''en Amerika'''
** [[Hispaniola]]
*** [[Haiti]] ({{XVIvet kantved}}-[[1697]])
*** [[Republik Dominikan]] ({{XVIvet kantved}}-[[1821]])
** [[Puerto Rico]] ([[1508]]-[[1898]])
** [[Kuba]] ([[1511]]-[[1898]])
** [[Jamaika]] (XVI{{vet}}-[[1655]])
** [[Trinidad-ha-Tobago|Trinidad]] ([[1592]]-[[1797]])
** [[Mec'hiko]] (+ [[Kalifornia]] ha [[Texas]]) ([[1521]]-[[1821]])
** [[Florida]] ([[1565]]-[[1819]])
** [[Louiziana]] ([[1763]]-[[1800]])
** [[Guatemala]] (XVI{{e}}-[[1821]])
** [[Salvador]] ([[1525]]-[[1821]])
** [[Honduras]] ([[1524]]-[[1821]])
** [[Nicaragua]] ([[1524]]-[[1821]])
** [[Costa Rica]] ([[1522]]-[[1821]])
** [[Panama]] (XVI{{e}}-[[1819]])
** [[Kolombia]] ([[1525]]-[[1819]])
** [[Venezuela]] ([[1522]]-[[1821]])
** [[Ecuador]] ([[1534]]-[[1822]])
** [[Perou]] ([[1534]]-[[1824]])
** [[Bolivia]] ([[1545]]-[[1825]])
** [[Chile]] ([[1541]]-[[1818]])
** [[Paraguay]] ([[1537]]-[[1811]])
** [[Arc'hantina]] ([[1580]]-[[1816]])
** [[Uruguay]] ([[1726]]-[[1814]])
* '''en Azia hag en Okeania'''
** [[Filipinez]] ([[1565]]-[[1898]])
** [[Guam]] ([[1668]]-[[1898]])
** [[Inizi Karolina]] ([[Mikronezia]]) ([[1886]]-[[1899]])
* '''en Afrika'''
** an [[Kanariez|Inizi Kanariez]] (abaoe [[1479]])
** [[Ceuta]] (abaoe [[1580]])
** [[Melilla]] (abaoe [[1497]])
** [[Maroko]] spagnol ([[Rif]]) ([[1912]]-[[1956]])
** [[Sidi Ifni]] (enklozadur e Maroko) ([[1912]]-[[1969]])
** [[Sahara spagnol]] ([[Sahara ar C'hornôg]], bremañ) ([[1886]]-[[1975]])
** [[Ginea ar C'heheder]] ([[1778]]-[[1968]])
** un nebeud kêrioù war arvor hanternoz Afrika, er {{XVIvet kantved}} ([[Oran]], [[Bejaia]], [[Annaba]]…)
 
...
 
{{Liamm PuB|es}}