Impalaeriezh trevadennel Spagn : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 15:
 
==Merañ an « Douar Nevez »==
[[Skeudenn:Imperio Español America 1800.png|200px|right| An Impalaeriezh spagnol en Amerika e 1800]]
 
E [[1503]] e voe savet gant ar rouanez Izabel ''La Casa y Audiencia de Indias'', un aozadur anavezetoc’h dindan an anv [[Casa de Contratación]], karget da renkañ ar c’henwerzh etre Spagn hag an trevadennoù nevez. Sevel a rae taosoù war ar marc’hadourezh deuet eus [[Indez ar c’hornôg]] (ur bempvedenn eus o zalvoudegezh, ''Quinto Real'') ha dastum a rae gouiziegezh war an douaroù ergerzhet gant ar Spagnoled. E [[1524]] e voe savet Kuzul an Indez (''Consejo de Indias'') d’ober war-dro melestradur an douaroù nevez-kavet ; harpet e oa, en tu all d’ar mor, gant unnek ''audiencias'' (lezioù-barn), an hini gentañ anezho o vezañ bet savet war [[Hispaniola]] e [[1511]].