Impalaeriezh trevadennel Spagn : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 54:
[[Skeudenn: Marrocoprotectorate.png|250px|thumb|right|An douaroù e dalc’h ar Spagnoled e Maroko, e 1912]]
Dirollañ a reas ar brezel etre Spagn hag ar Stadoù Unanet : e [[1898]] e voe kollet [[Kuba]], [[Puerto Rico]] hag ar [[Filipinez]] gant ar Spagnoled, aloubet ma oa bet ar broioù-se gant an Amerikaned.
 
Ne chome mui nemet un nebeud trevadennoù en Afrika gant Spagn, neuze. En o zouez e c’heller menegiñ ar [[Rif]], e hanternoz [[Maroko]], aloubet e deroù an {{XXvet kantved}}, ha chomet spagnol daoust da emsavadeg [[Abd el-Krim]], e [[1921]]-[[1926]]. E [[1936]] ez eo eus hanternoz Maroko, hag eus an inizi [[Kanariez]], e loc’has soudarded [[Francisco Franco|Franco]] da vont d’en em gannañ e [[Brezel diabarzh Spagn]]. E [[1956]] e voe roet ar braz eus an douaroù spagnol-se da stad Maroko, war-bouez [[Ceuta]] ha [[Melilla]] zo chomet kêrioù e dalc’h Spagn. N’eo nemet e [[1975]], goude marv [[Francisco Franco|Franco]], e voe kuitaet [[Sahara ar C'hornôg]] gant Spagn, ha goude-se e voe staget ouzh rouantelezh Maroko.