Melilla : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Pajenn nevez : thumb|250px|Kartenn Melilla, e spagnoleg '''Melilla''' (''Melilla'' e spagnoleg, '''مليلية''' ''Maliliyah'' en arabeg) zo ur gêr dalc’het ...
 
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Skeudenn:Melilla es.png|thumb|250px|Kartenn Melilla, e spagnoleg]]
'''Melilla''' (''Melilla'' e [[spagnoleg]], '''مليلية''' ''Maliliyah'' en [[arabeg]], ''Tamlit'' e [[tarifiteg|berbereg]]) zo ur gêr dalc’het gant [[Spagn]] en arvor [[Norzh Afrika]], dam [[enklozadur|enklozet]] e [[Maroko]], war vord ar [[Mor Kreizdouar]]. Evit [[Maroko]] ez eo ul lodenn eus e diriad, trevadennet gant Spagn, evel [[Ceuta]] hag an enezennoùigoù spagnat zo a-hed aod hanternoz Maroko, anvet [[Plaza de soberanía|Plazas de soberanía]]. Ur gêr emren eo Melilla, abaoe 1995, enni war-dro 70 000 a annezidi. Komzet e vez [[tarifiteg|berbereg ar Rif]] gant ar braz eus an dud e kêr hag ivez arabeg, spagnoleg hag un tammig galleg.
 
E dalc’h ar [[Fenikianed]], ar [[Henroma|Romaned]], ar [[Vandaled]], ar [[Wizigoted]]... eo bet Melilla. E-pad pellur eopennad e oa bet ur porzh eus an [[Impalaeriezh roman ar Reter|Impalaeriezh vizantat]], a-raok bezañ ul lodenn eus rouantelezhioù arab Maroko. Aloubet e oa bet gant Spagn e [[1497]]. Abaoe eo chomet dindan beli ar vro-se. E [[1995]] e oa bet roet da v-[[Melilla]], evel da gêr [[Ceuta]], ur statud a gêr emren.
 
Ur bern repuidi eus broioù Afrika a glask dont da v-Melilla, evit gallout mont e-barzh [[Unaniezh Europa]] da c'houde.
 
==Liamm diavaez==
*[http://www.melilla.es Ciudad Autónoma de Melilla]
==Gwelet ivez==
[[Plaza de soberanía]]