Impalaeriezh trevadennel Spagn : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 49:
Displijet e oa an dud eus ar vegenn (ar re wenn, bet ganet en trevadennoù) gant pouez beli Spagn warno. Tud evel [[Simón Bolívar]] a gemeras skouer war an [[Dispac'h gall]] e dibenn ar {{XVIIIvet kantved}}. Tennañ a rejont splet eus aloubadeg Spagn gant [[Napoleon Iañ|Napoleon I{{añ}}]] e [[1808]] evit embann dizalc’hiezh broioù Suamerika. Mouget e voe an emsavadegoù-se gant feulster gant ar Spagnoled, pa zeuas ar roue [[Fernant VII Spagn|Fernant VII]] war an tron en-dro e [[1813]]. Met daoust da se e teuas broioù Suamerika, tamm-ha-tamm, da vezañ dizalc’h.
 
Emsavadegoù a voe adarre a-enep rouantelezh Spagn, levezonet gant [[Brezel dizalc'hiezh ar Stadoù Unanet]], da sevel republikoù dizalc'h. [[Kuba]] ha [[Puerto Rico]] a chomas dindan yev Spagn. Hogen, etre [[1814]] ha [[1830]], trevadennoù spagnol Amerika a yeas d'ober broioù dizalc'h nveznevez : [[Arc'hantina]], [[Bolivia]], [[Kolombia]], [[Costa Rica]], [[Chile]], [[Ecuador]], [[Mec'hiko]], [[Paraguay]], [[Perou]], [[Proviñsoù Unanet Kreizamerika]], ar [[Republik Dominikan]], [[Uruguay]] ha [[Venezuela]].
 
==Dibenn an impalaeriezh e trevadennoù Afrika==