Io (mitologiezh) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 4:
 
 
[[Merc’h]] e oa d’an [[doue-stêr]] [[Inac’hos]], nemet ''Merc’hmerc’h Piren'' a vez graet anezhi gant [[Hesiodos]]. Ur [[c’hoar]] he doa, [[Mikenea]] hec’h anv.
 
[[Belegez]] e oa e templ [[Hera]] en [[Argos]], ha Zeus a daolas evezh outi ha ne voe ket pell o vont da greskiñ bagad e serc’hed niverus. Alies ez ae an doue d’he gwelout, gantañ tres ur goumoulenn. Ken ec’h erruas an deiz ma voe darbet dezho bezañ tapet a-greiz o c’hoarioù gant Hera. Ha Zeus da dreiñ Io en annoar, unan wenn vrav, evit mirout ouzh ar [[chabouz]]. Tapet Hera ha ne welas mann, met diskred a oa ganti memes tra, ken e c’houlennas al loen evel prof. Gouzout a ouie troioù he [[gwaz]] abaoe an amzer
Pa voe aet an annoar goant gant Hera e talc’has Zeus da vont da welout anezhi e kuzh, troet en un tarv. Hera neuze a roas al loen da ziwall da [[Argos Panoptes]] ( « an hini a wel pep tra ») [[ramz]] e gant lagad, evit he diwall diouzh Zeus.
 
Goulenn a reas Zeus ouzh e vab [[Hermes]] mont da lazhañ Argos. Mont a reas ar [[mab]] sentus da gontañ istorioù ken borodus, ouzh son an delenn, ken e vanas kousket ramz e gant lagad. Ha Hermes ha dibennañ ar paourkaezh den. Evit enoriénenoriñ he servijer feal, petra a reas Hera, nemet tapout e gant lagad d'o lakaat war lost he labous muiañ karet, ar [[paün]].
 
Evit kas an dorzh d'ar gêr e reas d'ur [[moui|vouienn]] mont da flemmañ Io dizehan. Neuze, gant ar boan hag ar gonnar, e tec'has-hi hag e redas broioù e-leizh. E-pad he zec'hadenn en em gavas gant [[Prometeüs]] a oa chadennet ouzh ar Menez Kaokaz, hag a lavaras dezhi e teuje da vaouez en-dro un deiz bennaket hag e vije gourvamm un haroz meur, [[Herakles]], hag a deuje diwezhatoc'h d'e zichadennañ eus ar menez.
 
Hec'h anv he deus roet da [[Mor Ionia]] ha da strizhdouar ar [[Bosfor]] (Roudour ar vuoc'h).
 
<!--
Elle laissa aussi son nom à la mer Ionienne et au détroit du Bosphore (le gué de la vache), et finit par atteindre l'Égypte où Zeus lui rendit sa forme première de jeune femme et où elle donna naissance à leur fils Épaphos. Ce fut elle qui propagea dans sa nouvelle patrie le culte de Déméter, qu'elle appelait Isis, aussi, en Égypte, Io est-elle identifiée à Isis ou à Hathor et Épaphos à Apis (Réf. : Les Mythes grecs, par Robert Graves, citant notamment Tzétzès à Lycophron).
 
-->