Pleg-mor Bengal : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
SieBot (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: ku:Tengava Bengal
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Skeudenn:Bay of Bengal map.png|250px|right| Pleg-mor Bengal]]
'''Pleg-mor Bengal''' (e [[banglaeg]] বঙ্গোপসাগর, ''Bangópaságara'', en [[hindieg]] बंगाल की खाड़ी, ''Bangála kí kháda'', e [[telougoueg]] బంగాళాఖాతం, ''Bangálákhátam'', e [[tamileg]] வங்காள விரிகுடா, ''Vankála virikutá'', e [[saozneg]] ''Bay of Bengal)'' zo ul lodenn eus [[Meurvor Indez]], e stumm un tric'horn, bevennet er c’hornôg gant [[Sri Lanka]] hag [[India]], en hanternoz gant [[Bangladesh]], er reter gant [[Birmania]] ha ledenez [[Malezia]]. E mervent Pleg-mor Bengal emañ enez Sri Lanka hag er gevred emañ an enezegoù [[Andaman]] ha [[Nikobar]].
 
Kalz eus stêrioù India, apa ya o dourioù war-zu ar reter, en em daol e Pleg-mor Bengal : en hanternoz ar [[Ganga]], ar [[Meghna]] hag ar [[Brahmaputra]], hagen erhanternoz, c’hreisteizhag ar [[Mahanadi]], ar [[Godavari]], ar [[stêr Krishna]] hag ar stêr [[Kaveri]] er c’hreisteiz. Ur goadeg [[manglez]] vras, ar [[Sundarban]], a gaver en [[delta]] stummet gant ar Ganga, ar Brahmaputra hag ar Meghna. Ar stêr [[Irrawaddy]], e [[Birmania]], en em daol e Pleg-mor Bengal ivez.
 
Porzhioù-mor bras zo war aodoù Pleg-mor Bengal : [[Chennai]] (anvet Madras gwechall), [[Vishakhapatnam]], [[Chittagong]], [[Kolkata]] (anvet Calcutta gwechall) ha [[Puducherry]] (anvet Pondichéry gwechall).