Lev (muzul) : diforc'h etre ar stummoù
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
DNo edit summary |
No edit summary |
||
[[Rummad:Unanenn vuzuliañ kozh]]
Un [[unanenn]] [[hed]] kozh eo al '''lev''' (reizh benel, [[liester]] ''levioù'', eus al [[latin]] ''leuca'' deuet eus ar [[galianeg]]). Implijet e veze e meur a vro en [[Europa]] ha [[Suamerika]]. Talvezout a rae al lev-post etre 3 ha 6 [[kilometr]]. Met hedoù liesseurt a veze kavet hervez ar broioù hag ar ranvroioù. En 18vet kantved e veze implijet al lev evel un unanderenn gorread, lev pe lev garrez. E [[Breizh]] e talveze al lev kement ha 4 800 metr, evel al lev saoz douarel. Ober a reas ar Saozon gant al lev
E 1791 e tivizas [[Bodadeg Vonreizhañ Bro-C'hall]] e vefe graet gant reizhiad ar [[metr]] hiviziken hag e vefe implijet ar c'hilometr evit muzuliañ an hedoù douaroniel.
E Breizh e vez kavet [[lec'hanvadurezh|anvioù-lec'h]] gant ''lev'' enno. Div [[traezhenn]] hir kenañ a zo anvet al ''Lev-Draezh'' : unan e foñs [[Bae Douarnenez]] e kumunioù [[Ploudiern]] ha [[Sant-Vig]] hag an eil e [[kornôg]] [[Bro-Dreger]] e kumunioù [[Plistin]] ha [[Lokmikael-an-Traezh]].
|