Hamburger : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pajenn nevez : thumb|Hamburger Un '''hamburger''' a zo ur sandwich, ennañ kig drailhet (kig bevin peurliesañ) poaz, krizaj ha lipig. An anv a zeu eus ar ge...
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 5 Her 2008 da 10:15

Un hamburger a zo ur sandwich, ennañ kig drailhet (kig bevin peurliesañ) poaz, krizaj ha lipig. An anv a zeu eus ar ger alamanek Hamburger, da lavaret eo annezad Hamburg. Rak dav eo gouzout e vez vez anvet ar meuzoù en Alamagn diwar anv o lec'h orin. War a seblant e voe impljiet kig moc'h rostet er penn-kentañ : brudet eo annezidi Hamburg evit bezañ debrerien kig moc'h. Tamm-ha-tamm e voe implijet kig bevin. Ar sekred-kegin a zo bet treuzkaset d'ar Stadoù-Unanet e-kerzh an XIXvet kantved, pa voe treuzet ar meurvor Atlantel gant martoloded alaman hag a veaj war vourhz bagoù "Hamburg-Amerika line". War vourhz ar vag just a-walc'h e vije roet ur meuz heverk eus Hamburgh, ennañ kig drailhet, formaj, hag onion mesket. Hiziv an deiz e servij ar ger hamburger da aroueziñ ar sandwich e-unan hag an tamm kig a zo ennañ. Dav eo gouzout n'eus liamm ebet etre ar ger hamburger hag ar ger saoznek "ham" (morzhed-voc'h).

Hamburger


Er bed a-bezh

Un hamburger a c'haller debriñ er bed a-bezh hiziv an deiz. Fardet e vez gant embregerezhioù boued fonnus etrebroadel. An hini brudetañ o vezañ McDonald's. Daoust da se e seblant meuzoù all, evel ar bizza pe ar c'hebab bezañ ken brudet all, ma n'int ket brudetoc'h. Ar re ne vezont ket laouen gant ar bedeladur a lavar ez eo an hamburger unan eus arouezioù an impalaerouriezh amerikan er bed. Leun a galoriennoù eo an hamburger, hag e broioù zo ez eus bet aozet prosezoù gant tud o doa debret kalz anezho hag a oa deuet da vezañ kofek.

  • En Alamagn e kaver ur sandwich anvet Bremer (eus Bremen) : un hamburger eo, ennañ un tamm pesk e-lec'h an tamm kig.