Luc'heilerez : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 16:
==Luc'heilerezioù kemblac'hel==
 
Gant al luc'heilerezioù kemblac'hel, skeudenn ar pezh orin e vez "skrivet" rag-eeun war ar c'helorn, pe al [[luc'hreüser]], dre un heuliad melezerioù. Ar pezh orin a vez "lennet", pe dezrannet, gant ur skanner e vez graet c'hwilerver anezhañ ivez (pe luc'hlenner), ul lamp [[halogen]] ennañ. Ar skinoù produet gant al lamp a vez heñchet gant ar melezourioù da skrivañ ur skeudenn deus ar pezh orin war ar c'helorn. A-wechoù, e vez skrivet ar skeudenn war al luc'hreÜserhreüser gant ur steudad [[LED]] e-lec'h ar melezour diwezhañ.
 
Gant ar reizhiad-mañ, m’hon eus c'hoant da gaout muioc'h evit ur skouerenn deus un teul, e ranko ar [[c'hwilerver]] (pe ''skanner'') lenn kement a wech ha ma oa goulennet a niver a luc'heilennoù.
Linenn 36:
 
 
Pe vije e-barzh ul luc'heilerezh gemblac'hel pe niverel, ez'eus bepred un [[unvez diorrendigelañ]] da lakaat an huz war ar c'helorn el lec'hioù ma vez red, orjalennoù "korona" da vec'hiañ ent [[tredansavel]] ar c'helorn ha da dreuskas an huz deus ar c'helorn d'ar follenn (pezh 'vez graet a-wechoù gant ur ruilh), hag ur forn da erverkañ an huz war ar follenn (pe "stabilaat an huz" war ar follenn).
 
Evit al luc'heilerezioù liv e vez kavet pevar reizhiad "luc'hreüser-korona-unvez diorrendigelañ", unan evit pep liv (du, majenta, siañ ha melen), hag ur lerenn e vez treuzkaset warni skeudennoù a bep liv war an hevelep gorreenn da veskañ anezhe d'ober ur skeudenn pevarliveg. An treuzkas war ar follenn e vez graet neuze gant un orjalenn gorona pe ur ruilh treuzkas a-raok tremen dre ar forn da stabilaat an huz.
 
==Dibarzhioù==
Linenn 54:
==An dalc'hen a-ratre==
 
Al luc'heilerezioù 'zo ardivinkoù e vez red c'hoazh ober dezhe un [[dalc'hen e-ratre]] (pe [[kas en dro]]) alies. Pezhioù 'zo da vezañ kemmet ingal (ar c'helorn, an unvez diorrendigelañ, ruilhioù ar forn) hag e ranker naetaat ur wech an amzer ar ruzerezioù (a gemer ar paper er c'hasedoù) kuit e vefe re a stonkadurioù a-hed amred ar paper (stonkadur 'vez graet deus ur follenn baper o teukañ e-kerz he amred e-barzh al luc'heilerez). Tud 'zo 'vez stummet a-ratozh evit al gefridi-se : kalvezourien pe teknikourien Servij Goude ar Werzh (pe SAV e galleg).
 
Gant an holl luc'heilerezioù e vez kavet enne ur [[konter|c'honter]] a dalvez da c'hoût pet luc'heilennoù a zo bet graet gante hag ivez war an dro da fakturiñ ar pratikoù, ar re-se da paeañ ur gevrat kas en dro hervez an niver a luc'heilennoù graet gante.