Meroe : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 24:
Ec'hon eo lec'hienn Meroe ha n'eo ket bet furchet nemeur c'hoazh. Gallet ez eus bet dizoleiñ [[santual|santualioù]] niverus e diavaez kêr ha renabliñ a reer un 200 piramidenn bennak dasparzhet war teir bered.
 
==Furchadegoù arkeologel e Meroe==
Deskrivet eo bet dismantroù Meroe en {{XIXvet kantved}} gant meur a veajour europat. Pell er reter, o serriñ ar blaenenn divent-mañ emañ ar piramidennoù roueel, savet war div duchenn vihan. Klok ha didouch e oant c'hoazh e [[1834]] a-raok na yafe [[Giuseppe Ferlini]], ur foeter-bro [[Italian|italian]], mezeg eus an arme e servij [[Mohamed Ali]], da ziskoachañ un teñzor e bez ar rouanez [[Amanishakheto]]; e [[München]] hag e [[Berlin]] emañ diskouezet he bravigoù. Preizhet spontus e voe an holl vezioù da c'houde.
 
Gant muioc'h a evezh e voe studiet an dismantroù e [[1844]] gant [[Karl Richard Lepsius]] a lakaas sevel meur a dres eus an dachenn hag a gasas eiladoù eus hendraezoù da [[Berlin|Verlin]]. Etre [[1902]] ha [[1905]] e oa bet furchet pelloc'h gant [[E. A. Wallis Budge]]. Embannet eo bet disoc'h e gavadennoù el levr ''The Egyptian Sudan: its History and Monuments'' ([[Londrez]], [[1907]]). Bagadoù soudarded a oa bet pourchaset gant Sir [[Reginald Wingate]], gouarnour Soudan, en doa digoret klaz betek hag etre ar piramidennoù. Dizoloet eo bet e veze savet ingal ar piramidennoù war-c'horre kambroù kañv enno relegoù bet losket pe douaret hep bezañ [[balzamegenn|balzameget]]. An traoù dedennusañ bet kavet eo ar bosoù war mogerioù ar chapel, bet deskrivet c'hoazh gant Lepsius, m'emañ merket anvioù ar Rouanezed, ha Rouaned zo, gant o skeudennadur, asambles gant pennadoù zo eus [[Levr an anaon]]. Kavet ez eus bet ivez tammoù [[maen-koun|mein-koun]] gant enskrivadurioù e [[meroiteg]], listri metalek ha prierezh. Tennet e oa bet ar pep gwellañ eus ar bosoù, maen goude maen, e [[1905]] hag adsavet evit darn er [[British Musum]] hag evit un darn all e [[Mirdi Khartoum]]. E [[1910]], da-heul un danevell gant [[Archibald Sayce]], e voe kroget da furchal er bernioù e kêr hag er vered gant [[J. Garstang]] en anv [[Skol-veur Liverpool]]. Kavet e voe dismantroù ur palez ha meur a dempl bet savet gant rouaned Meroe.
 
Tost dibosupl eo bet ren enklaskoù arkeologel e [[Soudan]] en dekvedoù diwezhañ abalamour d'ar [[Brezel diabarzh Soudan|brezel diabarzh]].
 
==Gwelet ivez==