Gwenole : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot kemmet: en:Winwaloe [r5545]
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 8:
==Istor==
War-dro [[470]] ez eas Gwennole da skol sant [[Budog]] (pe [[Beuzeg]]), war enez [[Lavred]], en [[enezeg Briad]]. War-dro [[485]], p’en doa c’hoant da vont da [[Iwerzhon]] da azeuliñ relegoù sant [[Padrig]] a oa o paouez mervel eno, e welas, en un hunvre, Padrig o lavaret dezhañ e oa gwelloc’h chom en Arvorig ha sevel un abati eno.
Gant unnek eus diskibien sant Budog ez eas Gwenole d’en em ziazezañ war enez [[enez Tibidi]] (un anv zo bet displeget evel ''ti-pediñ''), war aod an [[Ospital]], e genoù stêr ar [[Ar Faou|Faou]]. Tri bloaz goude, Gwenole a dreuzas ar stêr [[Aon]], gant e venec’h, da vont d'en em staliañ da Landevenneg, en tu all d’an aber. Buan e teuas abati Landevenneg da vezañ ur greizenn relijiel vras e Breizh-Izel. Mervel a reas Gwenole eno, d’an [[3 Meurzh|3 a viz Meurzh]] [[532]].
 
==Ar vojenn==