Charlotte Guest : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
kempenn
Linenn 1:
[[Skeudenn:Guest3.jpg|250px|right|thumb|An Itron Charlotte Guest]]
'''Charlotte Bertie''', anavezetoc'h evel '''Charlotte Guest''' , ganet d'an [[19 a viz Mae]] [[1812]] en [[Uffington]], [[Lincolnshire]], e [[Bro-Saoz]], ha marvet d'ar [[15 a viz Genver]] [[1895]], a zo brudet evel ar vaouez a droas ar [[Mabinogi]] eus ar c'hembraeg d'ar [[saozneg]] en XIXvet kantved.
 
==He buhez==
Linenn 6:
Barrek e oa war ar studi, hag hec'h-unan e teskas [[arabeg]], [[hebreeg]], ha [[perseg]]. [[Benjamin Disraeli]], a oa da vezañ Kentañ Ministr diwezhatoc'h, a reas un tamm lez dezhi pa oa krennardez.
 
E [[1835]], ha hi en he 23 bloaz, e timezas da ''Sir [[Josiah John Guest]]'' ([[1785]] - [[1852]]), a oa unan eus mistri labouradegoù houarn e kreisteiz [[Kembre]], ha perc'henn labouradegoù houarn [[Dowlais]] ([[Dowlais Iron Company]]). Eured a voe abalamour ''da zimeziñ an arc'hant kozh d'an arc'hant nevez'', ha n'eo ket abalamour da soñjoù romantel diouzh ar c'hiz e lennegezh ar mare. 23 bloaz e oa hi, 51 e oa eñ. Mont a rejont da chom da Dowlais, e [[Merthyr Tydfil]], goude ma voe bet dilennet he fried da gannad evit pastell-vro Merthyr Tydfil e 1832. Evurus e voent ha 10 bugel o doe.
Troet e oa Charlotte gant gwelvaoù romantel Kembre, ha gant lennegezh he bro nevez. Deskiñ kembraeg a reas mat a-walc'h da lenn ha da gomz ouzh he bugale, pezh na veze ket graet en he metoù tamm ebet en amzer-se. KemeraPerzh reasa perzhgemeras en obererezh he fried, ken evit ar gumuniezh, hagken evit elaboure aferioù ivez, pa droas e galleg meur a skrid teknikel. Anvet e voe John Guest da varonet e 1838.<br />
Pa grogas yec'hed he fried da vont war fallaat e voe ret da Charlotte tremen muioc'h aamzera amzer war-dro an embregerezh , ha ne reas nemet se ken goude e varv
e 1852. <br />
e 1852. E 1855 e lezas ar garg a rener gant [[G. T. Clark]]<ref>James, B. Ll. (2004) "[http://www.oxforddnb.com/view/article/5461 Clark, George Thomas (1809–1898)]", ''[[Oxford Dictionary of National Biography]]'', Oxford University Press, accessed 21 Aug 2007 (subscription required)</ref> pan eas da zimeziñ da [[Charles Schreiber]], ul lenneg hag a oa kannad evit [[Cheltenham]] ha divwezhatoc'h evit [[Poole]] e [[Bro-Saoz]]. <br />
Kuitaat a rejont Kembre hag e-pad meur a vloaz ne rejont nemet beajiñ dre Europa ha dastum [[pri-poazh|priajoù-poazh]] a voe roet d'ar mirdi [[Victoria and Albert Museum]] goude. Hi a zastume ivez kartennoù-c'hoari, plenk-echedoù, a voe roet d'ar [[British Museum]].<br />
He mab henañ [[Ivor Bertie Guest]], a zimezas da Lady Cornelia Spencer-Churchill, [[merc'h]] henañ seizhvet Dug [[Marlborough]], da lavarout eo e oa [[moereb]] da [[Winston Churchill]].
<!--
-->
Linenn 17 ⟶ 18:
===''Ar Mabinogion''===
 
E [[1838]] e stagas da dreiñ e saozneg danevelloù ar Mabinogion. Harp a gavas gant [[John Jones (Tegid)]] ha [[Thomas Price (Carnhuanawc)]] ha labourat a eure war ur skouerenn eus dornskrid ''[[Llyfr Coch Hergest]]''. Reiñ a reas an anv ''The Mabinogion'' d'an dastumad, a oa ennañ [[unnek danevell]], ha chomet eo abaoe.; Kavouthervez aan arbennigourien e tlefe bezañ ar [[Mabinogi]]. reer<br ennañ:/>
Sed a gaver el levr:
*ar ''Pevar Skourr'', pe ''Pevar Skourr ar [[Mabinogi]]'', peder danevell a vije koshoc'h eget ar re all,
*[[Y Tair Rhamant]]
*[[Y Tair Rhamant]], tri romant, pe teir danevell a zo tost-kar da oberenn [[Chrétien de Troyes]],
* ar ''"chwedlau brodorol"'', an danevelloù "breurel" (kar)
** ''Breuddwyd Macsen Wledig'' (''Hunvre Macsen''), diwar-benn an impalaer roman [[Magnus Maximus]]
Linenn 25 ⟶ 27:
** ''Culhwch ac Olwen'' ('' [[Kulhwch hag Olwen]] '')
** ''Breuddwyd Rhonabwy'' (''Hunvre Rhonabwy'')
**'' [[Hanes Taliesin]] '' ('' Istor Taliesin''), zo un oberenn skrivet kalz diwezhatoc'h, quiha nen'emañ faitket el pasLevrioù partieGwenn na desRuz, Livresha Blancne etvez Noir,ket etembannet qui est écartéen destroidigezhioù traductionsa zo lesbet plusgraet récentesabaoe.
*un droidigezh eus ''[[Hanes Taliesin]]'', ha n'emañ ket el ''Llyfr Coch''.
 
Embannet e voe alan labourtroidigezhioù e teir levrenn, a ginnige ar skrid e krenngembraegkrenngembraek ivez e [[1846]]. Un embannadur all a voe e [[1877]], gant skeudennoù, ha hep kembraeg.
 
Gallout a reer soñjal eo harpañ Tegid ha Charnhuanawc en o labour treiñ a reas kentoc'h eget ober an troidigezhioù hec'h-unan. Daoust da se e chom skrid Charlotte Guest un oberenn glasel saoznek, ur skouer eus lennegezh ar Romantelezh.