Meroe : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
+skeudenn kinkladur
kush e-lec'h kouch
Linenn 1:
{{Lec'hioù Henegipt}}
'''Meroe''' eo anv ur geoded kozh eus [[Nubia]], war glann zehou an [[Nil]] {{dave douar.|16.88|N|33.72|E|}} e-tro 6 km e biz [[Kabushiya]] nepell eus [[Shendi]] e [[Soudan]] war-hed 200 km bennak e biz [[Khartoum]]. Er biojoù ez eus ur strollad kêriadennoù anvet '''Bagrawiyah'''. Bet eo Meroe kêr-benn rouantelezh [[KouchKush]] e-pad meur a gantved. Roet he deus kêr hec'h anv da '''Enez Meroe''' evit ar "Butaana", ur vro bevennet war tri c'hostez gant an Nil (adal [[stêr Atbarah]] betek Khartoum, Atbarah, hag an [[Nil Glas]]. Brudet eo dre he beredoù [[piramidenn|piramidennek]] serzh-tre an tuioù anezho ha bet miret madik a-walc'h betek an deiz a hiziv. Kalz eus ar piramidennoù zo rivinet hiziv. Enskrivet eo bet al lec'hienn [[arkeologiezh|arkeologel]] gant an [[UNESCO]] war e roll [[Glad bedel]] e [[2003]]
 
==Kendestenn istorel==
[[Skeudenn:Sudan Meroe Pyramids 30sep2005 2.jpg|thumb|250px|left|Piramidennoù Meroe]]
War ziorren e oa aet ur [[Stad]], dizalc'h eus galloud [[Henegipt|Egipt]] ar vro amezek, e-tro [[2500 kt JK|2500 kent JK]] betek [[1500 kt JK|1500 kt JK]] e biojoù [[Soudan]] a-hiziv. [[Kerma]] a oa ar [[kêr-benn|gêr-benn]] anezhi. E-tro [[747 kt JK|747 kent JK]] e teuas a-benn Pennoù ar [[rouantelezh]] da gemer ar galloud e penn Egipt zoken. Chom a rejont mestr war ar vro hag e-pad ur c'hantved bennak e vo [[Faraoned du]] o ren. A-benn ar fin, trec'het gant an [[Asirianed]], e voe rediet [[NubiizNubiz]] d'en em dennañ war-du ar su. D'ar mare-se e krog marevezh rouantelezhioù [[Napata]] ha, goude, Meroe.
Kêr-benn su [[rouantelezh KouchKush]] (pe rouantelezh Napata pe c'hoazh meroitek) eo bet Meroe etre dre vras [[800 kt JK]] ha [[350]] goude JK. Lakaet eo bet war wel gant ar furchadegoù bezioù kouchek tud a renk uhel a sav da marevezh Napata (e-tro [[800 kt JK]] - e-tro [[280 kt JK]]) e bered ar c'hornôg.
 
Tamm-ha-tamm e kreskas levezon kêr a deroù ar marevezh meroitek adal ren [[Akamaniqo]] (e-tro [[280 kt JK]]) pa voe treuzkaset ar bezioù roueel eus Napata ([[Jebel Barkal]]) da Veroe.