Reizhiad unanennoù etrebroadel : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
YunBot (kaozeal | degasadennoù)
D Bot: dilamet ar patrom hervez an diviz votet (-{{peurunvan}} +)
Arko (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 14:
Krouet e voe ar [[sistem metrek]] e-kerzh an [[dispac'h gall]]. D'ar [[1añ Eost|1{{añ}} a viz Eost]] [[1793]] e tegemeras ar Goñvansion Vroadel ar "metr" degel nevez gant un hirder da c'hortoz, hag ivez an unanennoù degel all gant termenadurioù hag anvioù kentañ. D'ar [[7 Ebrel|7 a viz Ebrel]] [[1795]] (Loi du 18 germinal, an III) e voe degemeret an anvioù ''gramme'' ha ''kilogramme'' e-lec'h an anvioù kozh ''gravet'' ha ''grave''.
 
Goude an [[18 Brumaire]] Bloaz VIII e voe degemeret da vat ar sistem metrek e [[Frañs]] gant ar C'hoñsul Kentañ [[Napoleon|Bonaparte]] (a zeuy da vezañ diwezhatoc'h [[Napoleon|Napoleon"Napoléon Iañ]]") d'an [[10 Kerzu|10 a viz Kerzu]] [[1799]] (Loi du 19 Frimaire an VIII). E-pad [[Sistem metrek#Istor|istor ar sistem metrek]] ez eus bet diorroet un toullad doareoù disheñvel hag en em ledañ a reas an implij anezho dre ar bed o kemer plas meur a [[Sistemoù muzuliañ|sistem muzuliañ]] hengounel.
 
Da vare dibenn an [[Eil brezel bed]] e veze graet c'hoazh gant un toullad sistemoù muzuliañ dre ar bed. Lod anezho a oa doareoù eus ar sistem metrek tra ma oa diazezet lod all war ar sistemoù [[Unanennoù impalaerel|impalaerel]] hag [[Unanennoù SUA|SUA]]. Gwelet ez eus bet e oa ezhomm d'ober un nebeud kammedoù ouzhpenn evit kas war-raok ur sistem muzuliañ bedel. Diwar se e c'houlennas 9{{vet}} [[Kendalc'h Meur ar Pouezioù hag ar Muzulioù]] (CGPM) e 1948 gant [[Kuzuliadeg Etrebroadel ar Pouezioù hag ar Muzulioù]] (CIPM) kas ur studiadenn etrebroadel war ezhommoù muzuliañ kumuniezhioù ar skiant, an teknik hag an deskadurezh.