El Hadj Oumar Tall : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Paotr (kaozeal | degasadennoù)
D +rummad tud
liammoù + reizhañ ar rummata
Linenn 4:
 
[[Rummad:Istor Mali|Tall, El Hadj Oumar]]
[[Rummad:Tud eusdibar Mali|Tall, El Hadj Oumar]]
[[Rummad:Ganet eGanedigezhioù 1797|Tall, El Hadj Oumar]]
[[Rummad:Marvet eMarvioù 1864|Tall, El Hadj Oumar]]
[[Rummad:Tud|Tall, El Hadj Oumar]]
 
Un alouber hag ur roue toukouleur e oa '''El Hadj Oumar Tall'''. Ganet e oa bet en [[Halwar]], e [[Fouta-Toro]] ([[Senegal]] bremañ) e [[1797]] ha marvet e [[Degembere]] (tost da [[Bandiagara|vBandiagara]] ([[Mali]] bremañ) e [[1864]]. Gantañ e oa bet diazezet an [[Impalaeriezh toukouleur]].
 
Etre [[1820]] ha [[1836]] e reas Oumar Tall ur birc’hirinded eda v[[MekaMekka]]. Eno e voe titlet El Hadj ha Kalif an disivoud Tidjania evit [[Soudan]]. Da gentañ e tistroas d’e vro c’henidik, Fouta-Toro. Goude-se ez annezas e Dingire e [[1848]], e [[Fouta-Djalon]] ([[Ginea]] bremañ), ma prientas an [[djihad]] (brezel santel). Meur a gorn-bro [[malinke]] a voe taget gant e arme, armoù skañv eus Europa ganti.
 
Pa oa o stourm enep arme drevadennel [[Frañs]], e lakaas sevel un tata (kreñvlec’h) e [[Koniakary]] (war-hed 77 km er c’hornôg da [[Kayes|gKayes]]. E miz Ebrel [[1857]] e tisklêrias ar brezel da [[rouantelezh Khasso]] ha lakaat ar seziz war kreñvlec’h [[Medina (Mali)|Medina]] a voe dieubet gant strolladoù soudarded [[Louis Faidherbe]] d’an [[18 Gouere|18 a viz Gouere]] [[1857]].
 
Etre [[1858]] ha [[1861]] e tagas El Hadj Oumar Tall rouantelezhioù [[bambara]] [[Rouantelezh vambara Kaarta|Kaarta]] ha [[Rouantelezh vambara Segou|Segou]]. D’an 10 a viz Meurzh 1861 ez aloubas [[Segou]] a fizias bloaz war-lerc’h en e vab Ahmadou evit mont da dagañ [[Hamdallaye]], kêrbennkêr-benn [[Impalaeriezh peul Makina]] anezhi, a voe trec’het d’ar 16 a viz Meurzh [[1862]] goude tri emgann ma varvas ouzhpenn 70 000 a dud. Klask a reas aloubiñ [[Tombouktou]] neuze, hep dont a-benn eus e daol avat. Rediet e voe da repuiñ e mougevioù [[Degembere]], tost da [[Bandiagara|vBandiagara]]. Eno e varvas, lazhet gant tarzhadenn e bourvezioù poultr. Dont a raio e niz [[Tidiani Tall]] a-ziwar e lerc’h, ha hemañ a ziazezo an Impalaeriezh toukouleur e Bandiagara.
 
Un den mojennek eo El Hadj Oumar ivez, hag ijin ar bobl a grogas ennañ : meur a zanevell varzhus zo bet ha zo c’hoazh o redek-diredek diwar e benn. E [[Senegal]] e seller ouzh El Hadj Oumar Tall evel un harzer ; e Mali, hervez David Robinson, e vefe sellet outañ evel an argader a brientas aloubadeg Europa. Forzh penaos e chom bev an eñvor anezhañ e-touez an [[Haalpulared]] (norzh Senegal) ma vez lorc’h c’hoazh gant ar re a zoug an anv Tall, dreist-holl pa lavaront e tiskennont anezhañ.
 
== Levrlennadur ==