Poc'hêr : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 7:
 
Ma n'eus ket kalz a [[teul|deulioù]] istorel-rik evit e brouiñ ez eus roudoù eus ur penn bras pe ur [[mac'htiern]] anvet [[Konveur]] (''Conomorus'' e latin) a oa ar [[ki|c'hi]] e loen arouez (Kon +meur) hag e oa o ren war ar gêr mogeriet hag he [[rannvro]]. An anv-se eo ar memes hini ha ''Cynvawr'' e [[kembraeg|hengembraeg]].<br/>
Neuz ur [[Barv-Glas]] a zo bet roet dezhañ gant ar mojennoù p'en defe lazhet meur a [[gwreg|wreg]] dezhañ pa oant dougerezed gant aon e vije muntret gant e vab da zont. Lazhet en doa Santez Trifin, e wreg diwezhañ, koulz hag e [[mab|vab]] nevez, [[Treveur (sant)|Treveur]] dre e zibennañ. Neuze e vije bet graet ur [[burzhud]] gant sant [[Gweltaz (sant)|Gweltaz]] en ur adlakaat ar penn en e blas. l'enfant serait venu narguer son père en lui jetant une Mont a reas ar [[bugel]] d'ober an heg gant e dad en ur stlepel un dornad douar warnañ. Marvet e vije bet Konveur raktal, lazhet gant dorn Doue a-hervez.
 
Un den anvet Konveur zo bet meneget meur a wech gant [[Gregor Teurgn]] evel ur priñs brezhon en doa roet repu da [[Makliav|Vakliav]], hemañ [[breur]] da C'hanaoù, kont Breizh hag argaset gantañ. Ouzhpenn-se e sav enep-krenn d'ar [[Franked]] pa zegemer Kram a glask didronañ e vreur, ar [[roll an unpennoù gall|roue frank]] [[Klotar III]].<br/>