Frank Lloyd Wright : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Ev (kaozeal | degasadennoù)
O tiverkañ kement danvez zo war ar bajenn
Linenn 1:
[[Image:Frank Lloyd Wright LC-USZ62-36384.jpg|right| thumb | 150px |Frank Lloyd Wright]]
 
'''Frank Lloyd Wright''' (8 a viz Even [[1867]], Richland Center, [[Wisconsin]] - 9 a viz Ebrel [[1959]], Phoenix, [[Arizona]]) a zo ur savour amerikan.
 
 
== Stummadur ==
 
Goude bezañ studiet ha labouret e ajañs ur savour war un dro, en em stalias e [[Chicago]] e [[1887]]. Eno e labouras evit ajañs savouriezh L. Silsbee ha da c’houde evit hini Adler ha Sullivan ([[1856]]-[[1924]]). Ar re-mañ a oa ezel eus skol [[Chicago]], hag eno e labouras Wright war steuñvioù tiez hiniennel e-pad c’hwec’h vloaz. Eno ivez e tapas lod brasañ e skiant-prenet hag ul lodenn eus e awen. Mignon e voe da Sullivañ, hag a gelennas kalz dezhañ. Trumm e paouezas o mignoniezh koulskoude, dre ma profite Wright eus e amzer vak evit krouiñ tiez war e gont. Difredet e voe neuze.
Er memes mare e timezas gant Catherine Tobin. E [[1889]] ec’h amprestas 5000 $ digant Sullivan a-benn lakaat sevel un ti e Oak Park. Ennañ ez eus ur puñs kreiz hag a zegas gouloù ha buhez e diabarzh an ti.
 
 
== Unan eus diazezourien ar savouriezh a-vremañ ==
 
E [[1893]] e tizoloas ar savouriezh japanat e-pad un diskouezadeg. Plijet-bras e voe gant ar savouriezh-se, hag e kasas neuze lod brasañ e amzer o labourat war raktresoù savouriezh. Ur wech difredet gant Sullivan e krouas Wright e ajañs e Oak Park. Dindan un nebeud sizhunvezhioù e voe goulennet gantañ sevel un ti : ti Winslow e voe.
 
E [[1894]] e nac’has ar c’hinnig a voe graet dezhañ gant ar savour Burnham ([[1846]]-[[1912]]) : mont da studiañ ar savouriezh klasel e skol arzoù-kaer Pariz e-pad pevar bloaz da gentañ, hag e-pad daou vloaz e Roma da c’houde. En e zanevell vuhez e skrivas Wright : ''“Gwelloc’h eo din bezañ dieub ha c’hwtout ma zaol, ha bezañ droch, e-lec’h bezañ stag ouzh ur berzh boutin. N’eus tamm frankiz ebet ennañ... Sed aze tout.”'' (Danevell vuhez, [[1932]])
 
 
== E soñjoù war ar savouriezh ==
 
Hervez Wright ez eo pezhioù ur savadur evel organoù emeren ur c’horf kempoell. Hervezañ ivez e rank ur savadur skeudenniñ kresk ur boud bev. Kemend-se a zispleg ar c’has en doa Wright ouzh ar c’hêrioù bras evel [[Chicago]] hag ar fed ne savs ket kalz a savadurioù e kêrioù bras.
 
 
 
== Prairie houses ==
E [[1897]] e tispakas e zoare da vat, gant ar ''Prairie houses'' (tiez ar pradennoù). Tiez un tamm int, pe e meur a damm stag an eil ouzh egile, ha enframmet er gweledva dre ma’z int savet a-blaen. Wright a gemeras ivez redioù an hin e kont. Evit en ober e ijin leinoù uhelderioù disheñvel dezho, gant ar pal skleriejnnañ hag aveliñ ar salioù. A-fet nevezinti ec’h implijas ivez danvezioù hengounel (maen evit an talbennoù hag al leurioù) ha re neevsoc’h : betoñs ha dir a-benn derc’hel ar c’hlouedennoù, toennoù barr ha prinistri-meur bras-tre. D’ar mare-se e oa pell-tre savouriezh Wright diouzh savouriezh klasel Europa, hag eñ a glaske e zoare, levezonet gant Sullivan.
 
 
== Frank Lloyd Wright ha gward a-raok Europa ==
 
E [[1904]] e tresas Frank Lloyd Wright Larkin Building Buffalo. Aozet eo ar savadur tro-dro d’ur puñs kreiz sklerijennet eus a-us, ha warnañ e sko pezhioù kement estaj a zo. Ar savadur a zigor neuze war e ziabarzh, en e greiz ur sal voutin vras. Dre implij ar maen hag ar brikennoù, ha dre sevel talennoù a-blaen, e tiskouez Wright ez ae e breder dreist da skoueriekadur ar skraberoù-oabl.
 
E [[1909]] e voe Wright e-kreiz ur prantad diaes, rak soñjal a rae dezhañ n’en doa ket mui mennozhioù. Mont a reas neuze d’en em staliañ e [[Europa]]. War zigarez ar veaj-se e kuitaas e wreg hag e vugale, hag e kasas gantañ Mamah Cheney, gwreg unan eus e bratikoù. Degouezhet e [[Europa]] e kejas Wright ouzh savourien gward a-raok [[Aostria]], [[Alamagn]] ha re an [[Izelvroioù]], en o zouez [[Walter Gropius]] ha [[Mies van der Rohe]] (krouerien [[Bauhaus]]). E 1910 e lakaas embann ur portfolio anvet ''Wasmuth'', ennañ e dresadennoù hag e raktresoù. Er memes bloavezh e voe diskouezet ul lodenn eus e oberennoù e [[Berlin]].
E [[1911]] e tistroas [[da Wisconsin]] hag eno e krouas kumuniezh unvanus Spring Green. Eno, war un dachenn roet dezhañ gant e vamm, e lakaas sevel ur rummad savadurioù kumuniezhel re diel ha re labour-douarel ivez. Anvet e voe ar savadurioù-se Taliesin. Eno en em stalias gant e wreg hag e zaou vugel.
Div wech e voe devet an ti : ar wech kentañ e varvas seizh den, e wreg en o zouez. Bewech e c’houlennas Wright ma vefe savet an ti en-dro.
 
[[Skeudenn:Guggenheim museum exterior.jpg|thumb|350px|right| [[Musée Solomon R. Guggenheim|Guggenheim Museum]], [[New York]]]]
 
== Liesseurted labour Wright ==
 
E [[1917]] e veajas Wright da [[Japan]], hag e voe dedennet ur wech ouzhpenn gant ar savouriezh japanat.
E [[1934]] e stagas gant e raktres tiez usonian. Tiez bihan int, evel ar Willey house. Wright a zo bet ivez un diaraoger a –fet savouriezh pa’z ijinas savdurioù dibar evel ti al lamm-dour (''Fallingwater house'') pe c’hoazh mirdi [[Guggenheim]] [[New York]]. Betek [[1937]] e tresas tiez en ur gemer e kont an teknikoù nevez.
Meur a levr savouriezh a zo bet skrivet gant Wright. Bras eo bet levezon e labour war ar savouriezh a-vreamñ, er [[Stadoù-Unanet]] koulz hag en [[Europa]]. Luskadoù arzoù en deus bet levezonet ivez, an eztaoladur en o zouez.
En holl en deus Wright treset war-dro 800 raktres, ouzhpenn an hanter a zo bet sevenet.
 
 
== Taliesin West, spered ar gumuniezh ==
 
Evele ur bern amerikaned all er mare-se e voe Wright entanet Wright gant ar vuhez kantreer war hentoù ar Stadoù-Unanet.
Pa grogas enkadenn [[1929]] en em gavas Wright dilabour e [[Chicago]]. Mont a reas neuze war-zu Phoenix, gant ar pal digeriñ ur skol-savouriezh e Taliesin West. Un troc’h en e vuhez eo : evel savour e felle dezhañ pederiañ war e berzh e-keñver kevredigezh ha talvoudioù [[Amerika]].
D’ar mare-se e voe abeget ar savouriezh, ha plas ar savouriezh hag ar savourien er gevredigezh. Hervez Wright e ranke ar savourien bezañ gouest da adframmañ kevredigezh [[Amerika]].
E [[1928]] ec’h ijinas ar ger «Usonia» : hervez Wright ez eo an uhelvennad demokratel a rankfe bezañ pal ar Stadoù-Unanet.
Da lavaret oe lakaat sevel tiez hiniennel marc’hadmat ha niverus-tre.
Hiziv an deiz ez eo digor Taliesin d’ar weladennerien, hag ur roud eus spered kumuniezhel hag eus kelennadur Wright eo.
 
[[Skeudenn:FallingwaterWright.jpg|thumb|350px|right|Fallingwater house (Ti al lamm-dour''), [[1936]]]]]
 
== Savadurioù treset gantañ ==
 
* Oak Park, Illinois, ti, [[1889]]
* Ti Charnley, Astor Street, Chicago, [[1891]]
* Ti William H. Winslow, River Forest, Illinois, [[1893]]
* Ti Highland Park (Illinois), echu e [[1902]] evit Ward W. Willitts
* Ti Darwin D. Martin, Buffalo ([[New York]]), [[1904]]
* Larkin Building, Buffalo, [[1904]]
* Iliz Unitarian de Oak Park, [[Illinois]] [[1904]]-[[1906]]
* Ti Robie, [[Chicago]], [[1906]]-[[1909]]
* Ti Coonley, Riverside, [[Illinois]], [[1908]]
* Ostaleri an impalaer, [[Tokyo]], [[1921]]
* Miniatura Pasadena, [[1923]]
* Fallingwater house, [[1936]]
* Savadur Johnson Wax ,[[1939]]
* Kampus Lakeland, [[1940]]-[[1950]]
* Sinagogenn Beth Sholom, [[1954]] - [[1959]]
* Mirdi Guggenheim New York, [[1956]]-[[1959]]
* Iliz reizhkred gresian Wauwatosa, [[Wisconsin]], [[1961]]
 
 
 
== Levrlennadur ==
* Koufrig Frank Lloyd Wright, Archives gant Margo Stipe - Le Seuil - 96 pajenn hag ur CD atersadennoù ha dielloù
* Naomi Stungo, Frank Lloyd Wright,
* Kathryn Smith, Julie David, Frank Lloyd Wright : Maître de l'architecture américaine, Embannadurioù Abbeville
* Frank Lloyd Wright , 1867-1959, Bruce Brooks Pfeiffer, Taschen
* Frank Lloyd Wright’s Taliesin West, Ezra Stoller, New York, Princeton Architectural Press
* Frank Lloyd Wright : Unity temple, Barnsdall (Hollyhock) house, Johnson Wax administration building and research tower, Phaidon
* Frank Lloyd Wright’s Fallingwater, luc’hskeudennoù gant Ezra Stoller, Princeton Architectural Press
* Frank Lloyd Wright, Daniel Treiber, Hazan
* Frank Lloyd Wright, le printemps de la Prairie House, Jean Castex, Mardaga
* An organic architecture : the architecture of democracy by Frank Lloyd Wright, MIT Press
* Frank Lloyd Wright, preliminary studies 1933-1959, A.D.A. Edita
* Frank Lloyd Wright, preliminary studies 1889-1916, A.D.A. Edita
* A testament, Frank Lloyd Wright : Horizon Press
* Ma danevell vuhez Frank Lloyd Wright, Plon
 
 
 
 
<gallery>
Image:Robie House.jpg|[[Robie House]]
Image:Guggenheim museum exterior.jpg|[[Mirdi Guggenheim]]
Image:ImperialHotelFacade.jpg|Imerial Hotel, Meiji Mura
Image:Ennis House front view 2005.jpg|Ennis House
 
</gallery>
 
==Liammoù diavaez==
 
[http://www.franklloydwright.org/ Lec'hienn ofisiel]
 
{{Commons|Category:Frank Lloyd Wright|Frank L. Wright}}
 
 
[[Rummad:Savourien amerikan]]
[[Rummad:Savouriezh]]
[[Rummad:Ganedigezhioù 1867]]
[[Rummad:Marvioù 1959]]
 
[[af:Frank Lloyd Wright]]
[[ar:فرانك لويد رايت]]
[[bat-smg:Frank Lloyd Wright]]
[[bn:ফ্র্যাংক লয়েড রাইট]]
[[bs:Frank Lloyd Wright]]
[[ca:Frank Lloyd Wright]]
[[cs:Frank Lloyd Wright]]
[[cy:Frank Lloyd Wright]]
[[da:Frank Lloyd Wright]]
[[de:Frank Lloyd Wright]]
[[el:Φρανκ Λόιντ Ράιτ]]
[[en:Frank Lloyd Wright]]
[[eo:Frank Lloyd Wright]]
[[es:Frank Lloyd Wright]]
[[eu:Frank Lloyd Wright]]
[[fa:فرانک لوید رایت]]
[[fi:Frank Lloyd Wright]]
[[fr:Frank Lloyd Wright]]
[[fy:Frank Lloyd Wright]]
[[ga:Frank Lloyd Wright]]
[[gl:Frank Lloyd Wright]]
[[he:פרנק לויד רייט]]
[[hr:Frank Lloyd Wright]]
[[hu:Frank Lloyd Wright]]
[[id:Frank Lloyd Wright]]
[[io:Frank Lloyd Wright]]
[[is:Frank Lloyd Wright]]
[[it:Frank Lloyd Wright]]
[[ja:フランク・ロイド・ライト]]
[[ka:ფრენკ ლოიდ რაიტი]]
[[ko:프랭크 로이드 라이트]]
[[lt:Frank Lloyd Wright]]
[[ml:ഫ്രാങ്ക് ലോയ്ഡ് റൈറ്റ്]]
[[nl:Frank Lloyd Wright]]
[[no:Frank Lloyd Wright]]
[[oc:Frank Lloyd Wright]]
[[pl:Frank Lloyd Wright]]
[[pt:Frank Lloyd Wright]]
[[ro:Frank Lloyd Wright]]
[[ru:Райт, Фрэнк Ллойд]]
[[sh:Frank Lloyd Wright]]
[[simple:Frank Lloyd Wright]]
[[sk:Frank Lloyd Wright]]
[[sr:Френк Лојд Рајт]]
[[sv:Frank Lloyd Wright]]
[[ta:பிராங்க் லாய்டு ரைட்]]
[[th:แฟรงก์ ลอยด์ ไรต์]]
[[tr:Frank Lloyd Wright]]
[[uk:Френк Ллойд Райт]]
[[vi:Frank Lloyd Wright]]
[[vo:Frank Lloyd Wright]]
[[zh:弗蘭克·勞埃德·賴特]]