Traoñienn Aran : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Pajenn nevez : thumb|right|250px|Banniel Traoñienn Aran '''Traoñienn Aran''' (''Val d'Aran'' en okitaneg) zo un draoñienn eus ar Pireneoù zo stag ouz...
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 9 Du 2008 da 10:15

Traoñienn Aran (Val d'Aran en okitaneg) zo un draoñienn eus ar Pireneoù zo stag ouzh Spagn, e korn gwalarn Katalonia ar C'hreisteiz. E-kreiz aradennad ar Pireneoù emañ ha drezi e tremen ar stêr Garona. Unan eus traoñiennoù uhelañ ar Pireneoù eo (un drederenn eus an tolead zo a-us da 2.000 metr a-us ar mor), ha bez’ eo an tamm nemetañ eus Katalonia ar C'hreisteiz zo war kostez hanternoz ar menezioù-se, da lavaret eo al lodenn nemetañ eus Katalonia a red he dourioù war-zu an hanternoz ha war-zu ar Mor Atlantel. Troc’het eo diouzh ar peurrest eus stad Spagn gant menezioù uhel ha n’int treuzet nemet gant daou hent : un ode war an uhel hag un tunnel dindan torosennad ar Maladeta. Toullet e voe un tunnel kentañ dindan renad Franco, e 1948, ha nevez zo e oa bet digoret unan nevez en e lec’h. An ode a vez stanket alies gant an erc'h e-pad ar goañv. Abalamour da se eo bet diaes e-pad pell an darempredoù etre an draoñienn ha kreisteiz ar Pireneoù. Aesoc’hik e oa al liammoù gant an hanternoz, pa ne oa nemet diskenn a-hed ar stêr Garona da ober.

Banniel Traoñienn Aran

Unan eus comarques Katalonia eo, kelc’hiet gant stad Frañs en hanternoz, Aragon er mervent, ha comarques katalan Alta Ribagorça ha Pallars Sobirà er c’hreisteiz hag er reter. Poblet e oa an draoñienn gant 9.219 a annezidi e 2003. Vielha eo kêr-benn an tolead..

Yezh

E Traoñienn Aran e vez kaozeet ur rannyezh eus an okitaneg a reer araneg anezhi. Un doare gwaskoneg eo, gant e zoare-skrivañ dezhañ. Yezh ofisiel an draoñienn eo an okitaneg, asambles gant ar c’hatalaneg hag ar spagnoleg. Holl anvioù-lec’h ar vro vihan zo en okitaneg hepken war ar panelloù (da skouer Vielha ha n’eo ket Viella evel ma vije skrivet e katalaneg hag e spagnoleg). Kelennet e vez araneg en holl skolioù abaoe 1984.

Istor

Liammoù diavaez