Traoñienn Aran : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Pajenn nevez : thumb|right|250px|Banniel Traoñienn Aran '''Traoñienn Aran''' (''Val d'Aran'' en okitaneg) zo un draoñienn eus ar Pireneoù zo stag ouz...
 
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
astenn
Linenn 8:
 
==Istor==
Er [[Krennamzer|Grennamzer]] e oa stag parrezioù Traoñienn Aran ouzh eskopti [[Sant Bertrand de Comenge]], zo ur gêr un tamm pelloc’h en hanternoz ha bremañ er Stad C’hall. Ul lodenn eus an eskopti-se e chomas an draoñienn betek [[1802]]. Met er Grennamzer ivez e oa an draoñienn e dalc’h aotrouien eus an diavaez, a-bep-eil konted [[Bigorra]], konted [[Comenge]], konted eus Katalonia pe rouaned [[Aragon]]. Meur a wech e voe staget ouzh kurunenn Aragon (e 1067, e 1312…). E 1512 e voe adstaget da vat ouzh [[rouantelezh Aragon]], a oa neuze un tamm eus rouantelezh nevez Spagn.
 
Aloubet e voe an draoñienn gant ar C’hallaoued etre 1808 ha 1815.
 
E dibenn renad [[Francisco Franco]] e voe adsavet ensavadurioù emren an draoñienn. D’ar 26 a viz Gouere [[1979]] en em vodas dilennidi ha pennadurezhioù ar vro da grouiñ ar Bodad evit adsevel ensavadurioù istorel Traoñienn Aran
'''Kuzul meur Aran''' (anvet ''Conselh Generau d'Aran'' en [[araneg]]) eo ar c’huzul dilennet karget da ren aferioù an draoñienn. Savet e oa bet e [[1991]] ha 13 ezel zo ennañ.
 
Hiziv an deiz eo deuet an touristerezh da vezañ ur gennad a bouez bras e buhez an draoñienn.
 
 
<gallery>