Volkanegezh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 12:
 
 
Ar volkanegezhVolkanegezh dre [[subduktadur]]
 
An degouezh-mañ eo a zegas an darn vrasañ eus ar menezioù-tan a weler dre ar bed, dreist-holl reoù « Gwareg an tan » er [[mor Habask]]. C’hoarvezout a ra ez afe ur blakenn d’en em sankañ dindan unan all. Neuze ez a gouelezennoù ur blakenn, hag a vez karget a zour alies, d'en em sankañ dindan ur blakenn gevandirel. [[Metamorfegezh]] kreñv a c'hoarvezo neuze alies zoken betek an teuzidigezh. Ar magma-se, [[granitek]] ha [[trenk]], a glask adpignat dre ar frailhoù a zeu er blakenn us. Gallout a ra difoupañ war c'horre e stumm ur menez-tan pe un arridennad anezho. Menezioù-tan a seurt d'ar re-se a zo en [[Italia]] (rummad [[Vulcano]] hag an [[enezeg Eoliat]], an [[Etna]]), en [[Andez]] en Amerika ar Su, en Amerika an Norzh ([[Menez Santez-Elena]]), en [[Indonezia]] ([[Pinatubo]], [[Krakatao]]...), enezegoù evel reoù an [[Antilhez]], [[inizi Kouril]], hag [[inizi Eleout]] hag all. Peurvuiañ e vezont tarzhus-kenañ hag e broioù poblet-tre siwazh evel en Indonezia. Pa darzhont ec'h eztaolont milionoù a donennadoù mein ha kalz a [[ludu]] en oabl. Goude tarzhadenn diwezhañ Menez Santez-Elena ([[Saint-Helen]]'s er Stadoù Unanet e troas ar boultrenn-se e-pad meur a viz en [[atmosferenn]] en-dro d'hon planedenn.