Diforc'hioù etre adstummoù "Galia"

2 okted lamet ,  13 vloaz zo
* ''[[Gallia Cisalpina]]'' (anvet ivez ''Gallia cisterior'') a oa dindani hanternoz Italia betek ar stêrioù Arnus ha Rubico. Perc'hennet e oa gant ar Romaned abaoe 222 kent J.-K.<ref>Mommsen, ''Histoire romaine, des commencements de Rome jusqu'aux guerres civiles'', troet diwar an alamaneg gant C. A. Alexandre, Laffont, 1985, pajenn 414</ref>. Lesanvet e veze ivez ar broviñs-se ''Gallia togata'' dre ma veze gwisket togaoù gant e annezidi romanekaet hag enebet e veze e-giz-se ouzh ''Gallia Comata'', "Galia vlevek", a oa al lodenn dieub eus Galia e lec'h ma oa bet dalc'het d'an dilhad kelt.
* ''[[Narbonensis]]'', anvet ivez ''Provincia'' « ar Broviñs », a-hed aodoù ar [[Mor Kreizdouar]] hag e traoñienn ar [[Ron]]. Krouet a oa bet ar broviñs gant ar Romaned e 121 kent J.-K..
* ''[[Lugdunensis]]'' pe ''Gallia Celtica'' a oa al lodenn eus Galia etre ar [[GaronnaGarona]] hag ar ''Sequana''. An [[Arvorig]] a oa dindani. Mont a ra d'ober ur broviñs war-bouez ul lodenn anezhi a oa staget ouzh ''[[Aquitania]]''.
* ''[[Belgica]]'' a oa anv ar broviñs a vode keodedoù a oa bet er c'hevredad belgiat da vare an aloubidigezh
* ''[[Aquitania]]'' a oa anv ar vro etre ar mor, ar [[Pirene]]où ha glannoù ar [[GaronneGarona]]. Staget e oa bet outi ul lodenn eus ar c'h-''Celtica'' evit sevel ur broviñs er memes anv.
 
Kemmoù a voe bet degaset da c’houde en urzhiadur ar proviñsoù-se da vare an impalaeriezh.
190 345

modifications