Volkanegezh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Digoradur ha liammoù
D Munudoù
Linenn 3:
[[Rummad:Menez-tan]]
 
Ar '''volkanegezh''' a zo an holl [[fenomennfenomen|fenomenoù]] liammet gant obererezh diabarzh ar [[voul-douar]]. Dont a ra war wel dreist-holl dre an toulloù ma ya [[tan]], [[moged]], [[ludu]] ha roc'helloù liñvel drezo. Gwelet e vez an toulloù-se, anvet [[krater|krateroù]], e menezioù a reer [[menez-tan|menezioù-tan]] pe volkanoù eus outo. A-bouez eo ar volkanegezh en [[Istor]] pa grou an dislonkadennoù ludu ha lavaoù (ar roc'helloù liñvel) douaroù mat -kenañ evit ar [[gounezerezgounezerezh]] ken e teu poblañsoù bras evitda chom e skeud ar menezioù-tan. Diouzh-se e teu meur wallzarvoudoùa wallzarvoud gant kolloù buhez niverus ha dic'hortoz. (Gwelet [[Pompei]], [[Herculanum]], [[Krakatau]], [[Menez-tan Saint Helen's]], [[Nevado del Ruiz]], [[Santorin]]).
 
== Seurtoù volkanegezh ==
 
===Volkanegezh dre ar [[keinenn-veurvorel|geinenn-veurvorel]]===
Pa dorr ur blakenn, pe e vefe [[plakenn veurvorel]] pe [[plakenn gevandirel]], e chell ar [[magma]] sevel dre ar [[frailhoù]] nevez-krouet. Peurvuiañ e c’hoarvez keKrakatau, mentkement-se e strad ar [[mor|morioù]]ioù evel e-kreiz ar [[meurvor atlantel]] e bro [[Island]], met c’hoarvezout a ra ivez war an douar-bras, da skouer e-kreiz [[rift Afrika]] e-lec'h ma vo ur mor a-benn nebeut (diouzh ur skeul c'heologek evel-just). En-dro d'ar geinenn emañ ar [[planedenn|blanedenn]] war-gresk ha bount a zo dre zindan. Pa c'hoarvez se e krouer div blakenn unan a bep tu d'ar geinenn ha fiñv a zo a-ziwar ar geinenn. An dra-mañ eo a lak ar [[kevandir|c'hevandiroù]] da vont da heul. Er mor Atlantel e tilec'h [[plakenn Europa-Azia]] diouzh hini [[plakenn Amerika|Amerika]] a 5 santimetr bep bloaz. Er [[meurvor Habask]] ez eus 12 santimetrad dilec'hiadur bep bloaz. Evit ar pezh a sell ouzh ar magma ez eo [[alkalin|alkalinek]] ha kar da gimiezh ar [[bazalt]] pe ar [[gabbro]]. Pa vez volkanegezh a seurt-se en ur [[mor]] bennak e kaver merkoù eus se er [[maen|vein]], da skouer pa vez kavet "goubennerioù" [[pillow-lava]] evel ma'z eus e [[ledenez Kraozon|ledenez Krazon]] e Breizh.
 
 
===Volkanegezh dre [[pik-tomm|bik-tomm]]===
Ur pik-tomm a zo ul lec’h tomm-gor, tommoc’h evit e lec’h all ebet, dre lec’h ma vez treuz ar magma ar greunenn. Enezeg [[Hawaii]] hag enezennenez ar [[Reunion]] a zo dezho ur volkanegezh eus ar seurt-se. Bez’ ez eus ivez enezeg ar [[Maldivez]], plaenenn [[Dekka]] hag [[Moris|Enez Voris]]. Soñjal a ra d’ar skiantourien e c’hellfe an dra-se bezañ penn-kaoz d'ar volkanegezh yaouankañ a zo e [[Bro-Alvern]] e [[Bro-C’hall]], met an dra-se n'eo ket prouet.
 
 
===Volkanegezh dre [[subduktadur]]===
[[Skeudenn:Destructive plate margin.png|thumb|right|Volkanegezh dre subduktadur]]
An degouezh-mañ eo a zegas an darn vrasañ eus ar [[menez-tan|menezioù-tan]] a weler dre ar bed, dreist-holl reoù ''Gwareg an tan'' er mor Habask. C’hoarvezout a ra ez afe ur blakenn d’en em sankañ dindan unan all. Neuze ez a [[gouelezenn|gouelezennoù]] ur blakenn, hag a vez karget a zour alies, d'en em sankañ dindan ur blakenn gevandirel. [[Metamorfegezh]] kreñv a c'hoarvezo neuze alies zoken betek an deuzidigezh. Ar magma-se, [[granit|granitek]] ha [[trenk]], a glask adpignat dre ar [[frailh|frailhoù]] a zeu er blakenn us. Gallout a ra difoupañ war c'horre e stumm ur menez-tan pe un arridennadaridennad anezho. Menezioù-tan a seurt d'ar re-se a zo en [[Italia]] (rummad [[Vulcano]] hag an [[enezeg Eoliat]], an [[Etna]]), en [[Andoù]] e [[Suamerika]], e [[Norzhamerika]] ([[Menez Santez-Elena]]), en [[Indonezia]] ([[Pinatubo]], [[KrakataoKrakatau]]...), enezegoù evel reoù an [[Antilhez]], [[inizi Kouril]], hag [[inizi Aleout]] hag all. Peurvuiañ e vezont tarzhus-kenañ hag e broioù poblet-tre siwazh evel en [[Indonezia]]. Pa darzhont ec'h eztaolont milionoù a donennadoù mein ha kalz a [[ludu]] en oabl. Goude tarzhadenn diwezhañ Menez Santez-Elena ([[Saint-Helen]]'s) er [[Stadoù-Unanet]] e troas ar boultrenn-se e-pad meur a viz en [[atmosferenn]] en-dro d'hon planedenn.
 
[[Skeudenn:Volcano.jpeg|thumb|left|400px|Menez St. Helens pa oa o kregiñ da zislonkañ moged, 18 a viz Mae 1980]]