Manga (bannoù-treset) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Neert (kaozeal | degasadennoù)
Neert (kaozeal | degasadennoù)
D Astenn lodenn an istor
Linenn 11:
 
Diwar levezon kelaouennoù kenwerzhel [[Stadoù-Unanet ]] e deroù an [[XXvet kantved]] o deus tapet ar mangaioù o stumm a-vremañ : hini ar [[bannoù-treset]]. Rummoù a bep seurt heñvel ouzh ar re amerikan a c'hanas er mod-se e kelaouennoù japan. Ar re vrudetañ betek ar [[bloavezhioù 40]] e voe «Norakuro» (ar c'hi du, ur manga a-nep al lu) gant [[Tagawa Suiho]] « Boken Dankichi » (troioù-kaer Dankichi) gant [[Shimada Keizo]]. Petra zo kaoz ? Dindan kontroll ar gouarnamant e oa ar c'hazetennoù hag an holl obererezhioù sevenadurel : un tamm aer fresk a voe dre ar mangaioù.
 
=== Goude 1945 ===
 
Goude ar brezel, dindan beli ar Stadoù-Unanet e voe levezonet kalz ar [[mangaka|vangakaed]] gant ar c’homik-strips a veze troet ha skignet a-vraz er c’hazetennoù japanat. Un dispac’h a zeuas gant unan anezho bet levezonet gant [[Walt Disney]] ha diwarnañ e teuio ar mangaioù giz nevez : [[Osamu Tezuka|Tezuka Osamu]] an hini eo.
 
Gantañ e teuas ar jestroù dre efedoù grafek evel an taolioù-pluenn pe an [[trouzadelloù]] a lak muioc’h war wel kement fiñvadur a zo. Dreist-holl e lakaas [[talenn]]où ha [[kouchadur]]ioù a bep eil evel ma vez er [[sinema]]. Diouzh hengoun ar [[c’hoariva]] e troc’has enta : betek-henn e veze skeudennaouet an tudennoù en o fezh, e kreiz an dresadenn ha keit-ha-keit ouzh an tudennoù all. Ar bevaat e oa pal Tezuka hag an heuliad bevaat kentañ evit ar skinwel a zeuas gantañ just a-walc’h : e [[1963]] e sevenas Tetsuwan Atomu, unan eus e oberennoù a zo anavezetoc’h dindan an anv « [[Astro ar robot bihan]] ».
 
A-benn ar fin e voe boas an tremen eus ar paper d’ar skramm bihan. War genwerzhelaat ez eas ar mangaioù da vat : c’hoarielloù pe [[c’hoarioù-video]] a c’hanas diwarno hag ar c’hontrol a voe ken gwir all a-wezhioù.
 
Pelloc’h ez eas Tezuka ganti avat : gant rummoù a bep seurt e pledas ha dreist-holl gant ar re graet evit ar vugale. Rummoù nevez da vat a zeuas gantañ zoken er bloavezhioù 60 : mangaioù evit an dud deuet da lavaret eo danvezioù siriusoc’h dezho bouetet gant senarioioù kemplesoc’h. Fent a chomas gantañ avat ha ne zisoñjas ket e vennozhioù [[dengaour]], a-enep al lu hag e aon rak ur gevredigezh dindan beli ar skiantoù.
 
Dre se ez eus a bep seurt managioù bremañ ha berzh a reont : un drederenn eus an [[tennadenn]]où hag ur c’hard eus gounidoù an [[embann]] ez a d’ober e [[Japan]].
 
E [[1985]] ez eas priz sevenadurel [[Tôkyô]] gant Tezuka Osamu. E [[1990]], ur bloavezh goude e varv, e voe gouestlet un diskouezadeg dezhañ gant [[Mirdi arzoù modern Tôkyô]]. Dre se eo aet ar mangaioù e istor sevenadurel japan da vat.
 
 
== Teknikoù dibar ==