Rouantelezh Bambara Segou : diforc'h etre ar stummoù
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Gwenn (kaozeal | degasadennoù) D cheñchamañtoù |
Gwenn (kaozeal | degasadennoù) D cheñchamantoù |
||
Linenn 3:
E-kreiz ar {{XVIIvet kantved}} e krouas ar [[Vambared]] ur rouantelezh [[animiste|animist]] gant [[Kaladjan Coulibaly|Kaladjan Koulibali]] tro-dro da [[Segou]]. Ren a reas Kaladjan Koulibali eno e-pad tregont vloaz ([[1652]]-[[1682]]) hogen ne zeuas ket a-benn da ziazezañ ur Stad stabil. Ar roueed Danfasari (1652-1697) ha Souma (1697-1712) a vije bet war e lerc’h, war a seblant.
Gant Mamari Koulibali, lesanvet [[Biton Coulibaly|Biton Koulibali]], e teuas da vezañ ur rouantelezh c’halloudus. Mamari Koulibali, mab d’ur chasour, a veze anavazet evel penn un « ''ton'' » gant e re. Un « ton » a oa ur strollad tud yaouank, savet war un diazez
Mab Biton, [[Dinkoro Coulibaly|Dinkoro Koubibali]], a zeuas war-lerc’h e dad e [[1755]]. Muntret e oa bet e [[1757]] abalamour ma oa un tirant anezhañ. Klask a reas e vreur, [[Ali Coulibay|Ali Koulibali]], a oa muzulman, berzañ ar relijion animist ha difenn ouzh e sujidi da evañ dolo. Muntret e oa bet ivez. Da-heul e oa bet disurzh bras er rouantelezh, ma oa bet roueed a-leizh o tont an eil war-lerc’h egile abalamour d’an taolioù-Stad graet an dondjoned.
|