Rouantelezh Bambara Segou : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D cheñchamantoù
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 3:
E-kreiz ar {{XVIIvet kantved}} e krouas ar [[Vambared]] ur rouantelezh [[animiste|animist]] gant [[Kaladjan Coulibaly|Kaladjan Koulibali]] tro-dro da [[Segou]]. Ren a reas Kaladjan Koulibali eno e-pad tregont vloaz ([[1652]]-[[1682]]) hogen ne zeuas ket a-benn da ziazezañ ur Stad stabil. Ar roueed Danfasari (1652-1697) ha Souma (1697-1712) a vije bet war e lerc’h, war a seblant.
 
Gant Mamari Koulibali, lesanvet [[Biton Coulibaly|Biton Koulibali]], e teuas da vezañ ur rouantelezh c’halloudus. Mamari Koulibali, mab d’ur chasour, a veze anavazet evel penn un « ''ton'' » gant e re. Un « ton » a oa ur strollad tud yaouank, savet war un diazez a gevatalded, eus an hevelep rummad oad en ur gêriadenn. En em vodañ a reont ingal evit evañ banneoù « dolo », ur bier fardet diwar vell, peurgetket. Frammañ a reas Biton Koulibali ur gwir arme vicherel, enni soudarded youlek, gant an « tonioù ». « Tondjoned » (slaved an ton) a veze anvet ar soudarded-se. Ne oa ket nemeto en arme avat. Enluet e veze, evit gwir, ar brizonidi vrezel koulz hag ar sujidi na zeuent ket a-benn da baeañ an tailhoù war an dolo. Goude bezañ en em glevet gant ar [[Somonoed]], ur genel besketaerien, e krouas ur morlu. Ren a reas Koulibali eus [[1712]] betek an deiz ma’z eas da Anaon e [[1755]]. Pa oa bet o ren e astennas ar rouantelezh etre daou ribl ar stêr [[Niger (fleuve)|Niger]], etre [[Bamako]] ha [[Tombouctou]].
 
Mab Biton, [[Dinkoro Coulibaly|Dinkoro Koubibali]], a zeuas war-lerc’h e dad e [[1755]]. Muntret e oa bet e [[1757]] abalamour ma oa un tirant anezhañ. Klask a reas e vreur, [[Ali Coulibay|Ali Koulibali]], a oa muzulman, berzañ ar relijion animist ha difenn ouzh e sujidi da evañ dolo. Muntret e oa bet ivez. Da-heul e oa bet disurzh bras er rouantelezh, ma oa bet roueed a-leizh o tont an eil war-lerc’h egile abalamour d’an taolioù-Stad graet an dondjoned.
 
E [[1766]] e lakaas [[Ngolo Diarra]], ur sklav digabestret gant ar re Goulibali, e grabanoù war an tron ha lakaat a reas an dondjoned da sentiñ. Ren a reas betek [[1790]] (pe [[1792]]. Evit kreñvaat e c’halloud e lakaas e vibien e penn kêrioù zo eus ar rouantelezh. Mervel a reas pa oa o tistreiñ eus ar brezel a oa bet disklêriet a-enep ar [[Mosi|Vosied]], e [[Riziam]] ([[Burkina Faso]] bremañ).
 
Dont a reas e vab [[Monzon Diarra]] war e lerc’h Hennezh a renas ar vro eus 1790 (pe 1792) betek [[1808]]. Aloubiñ a reas [[Tombouctou]] e [[1800]] peurgetket ha gant se e lakaat a reas ar rouantelezh da brasaat. E vab, a zeuas[[Da Diarra]] war e lerc’h ([[1808]]-[[1827]], a gendalc’has da astenn ar rouantelezh. Derc’hel a reas penn ouzh [[Sekou Amadou]], renet [[Impalaeriezh peul Makinal]] gantañ, a oa oc’h ober ur brezel santel ouzh an Animisted. Ar vreudeur Da a zeuas an eil war-lerc’h egile da-heul : Tiefolo Diarra (1827-1840), Kirango Ba (1840-1848), Nalekoma, Masa Demba (1851-1854), binamari, lesanvet Torokoro Mari (1854-1855) hag Oftala Ali (1855-1861). Ne oa mui rouantelezh Bambara Segou ken kreñv hag a-raok avat.
Linenn 19:
[[Biton Coulibaly|Mamari Koulibali]]
 
Ur gourvab da Niangolo eo [[Biton Coulibaly|Mamari Koulibali]]. Kouezhañ a reas war merc’h Faro, anezhañ arc’houere ar stêr, a oa o laerezh berjinez en e bark. Hogenhogen ne lazhas ket anezhi. Faro, evit goprañ anezhañ, a ziskennas un dakenn laezh en e ziv skouarn, evel-se e oa tu dezhañ klevet n’eus forzh peseurt den a oa o klask kavailh outañ.
 
== Mammennoù ==