Rouantelezh Bambara Segou : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
D cheñchamantoù
Linenn 9:
E [[1766]] e lakaas [[Ngolo Diarra]], ur sklav digabestret gant ar re Goulibali, e grabanoù war an tron ha lakaat a reas an dondjoned da sentiñ. Ren a reas betek [[1790]] (pe [[1792]]. Evit kreñvaat e c’halloud e lakaas e vibien e penn kêrioù zo eus ar rouantelezh. Mervel a reas pa oa o tistreiñ eus ar brezel a oa bet disklêriet a-enep ar [[Mosi|Vosied]], e [[Riziam]] ([[Burkina Faso]] bremañ).
 
Dont a reas e vab [[Monzon Diarra]] war e lerc’h Hennezh a renas ar vro eus 1790 (pe 1792) betek [[1808]]. Aloubiñ a reas [[Tombouctou]] e [[1800]] peurgetket ha gant se e lakaat a reas ar rouantelezh da brasaat. E vab, a zeuas[[Da Diarra]] war e lerc’h ([[1808]]-[[1827]], a zeuas war e lerc’h, a gendalc’has da astenn ar rouantelezh. Derc’hel a reas penn ouzh [[Sekou Amadou]], renet [[Impalaeriezh peul Makinal]] gantañ, a oa oc’h ober ur brezel santel ouzh an Animisted. Ar vreudeur Da a zeuas an eil war-lerc’h egile da-heul : Tiefolo Diarra (1827-1840), Kirango Ba (1840-1848), Nalekoma, Masa Demba (1851-1854), binamari, lesanvet Torokoro Mari (1854-1855) hag Oftala Ali (1855-1861). Ne oa mui rouantelezh Bambara Segou ken kreñv hag a-raok avat.
 
E [[1861]] e lakaas [[El Hadj Omar Tall]] e grabanoù war Segou ha mont a reas Rouantelezh Bambara da get.