Rouantelezh Bambara Segou : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D cheñchamantoù
adkempenn un tamm + liammoù
Linenn 1:
Em astenn a reas '''Rouantelezh Bambara Segou''' etre dibenn ar {{XVIIvet kantved}} ha [[1861]], war an darn vrasañ eus [[Mali]] vremañ.
 
E-kreiz ar {{XVIIvet kantved}} e krouas ar [[Bambared|Vambared]] ur rouantelezh [[animiste|animist]] gant [[Kaladjan Coulibaly|Kaladjan Koulibali]] tro-dro da [[Segou]]. Ren a reas Kaladjan Koulibali eno e-pad tregont vloaz ([[1652]]-[[1682]]) hogen ne zeuas ket a-benn da ziazezañ ur Stad stabil. Ar roueed Danfasari (1652-[[1697]]) ha Souma (1697-[[1712]]) a vije bet war e lerc’h, war a seblant.
 
Gant [[Mamari Koulibali]], lesanvet [[Biton Coulibaly|Biton Koulibali]], e teuas da vezañ ur rouantelezh c’halloudus. Mamari Koulibali, mab d’ur chasour, a veze anavazet evel penn un « "''ton'' »" gant e re. Un « "ton »" a oa ur strollad tud yaouank, savet war un diazez a gevatalded, eus an hevelep rummad oad en ur gêriadenn. En em vodañ a reont ingal evit evañ banneoù « "dolo »," ur bier fardet diwar vell, peurgetket. Frammañ a reas Biton Koulibali ur gwir arme vicherel, enni soudarded youlek, gant an « "tonioù »". « "Tondjoned »" (slaved an ton) ae veze anvet ar soudarded-se. Ne oa ket nemeto en arme avat. Enluet e veze, evit gwir, ar brizonidi vrezel koulz hag ar sujidi na zeuent ket a-benn da baeañ an tailhoù war an dolo. Goude bezañ en em glevet gant ar [[Somonoed]], ur genel besketaerien, e krouas ur morlu. Ren a reas Koulibali eus [[1712]] betek an deiz ma’z eas da Anaon e [[1755]]. PaE-kerzh oa bet oe ren eec'h astennas ar rouantelezh etre daou ribl ar stêr [[Niger (fleuvestêr)|Niger]], etre [[Bamako]] ha [[TombouctouTombouktou]].
 
Mab Biton, [[Dinkoro Coulibaly|Dinkoro Koubibali]], a zeuas war-lerc’h e dad e [[1755]]. Muntret e oa betvoe e [[1757]] abalamour ma oa un tirant anezhañ. Klask a reas e vreur, [[Ali Coulibay|Ali Koulibali]], a oa muzulman, berzañ ar relijion animist ha difenn ouzh e sujidi da evañ dolo. Muntret e oa betvoet ivez. Da-heul e oa bet disurzhdizurzh bras er rouantelezh, ma oa bet roueed a-leizh o tont an eil war-lerc’h egile abalamour d’an taolioù-Stad graet an dondjoned.
 
E [[1766]] e lakaas [[Ngolo Diarra]], ur sklav bet digabestret gant ar re Goulibali, e grabanoù war an tron ha lakaat a reas an dondjoned da sentiñ. Ren a reas betek [[1790]] (pe [[1792]]. Evit kreñvaat e c’halloud e lakaas e vibien e penn kêrioù zo eus ar rouantelezh. Mervel a reas pa oa o tistreiñ eus ar brezel a oa bet disklêriet a-enep ar [[MosiMosied|Vosied]], e [[Riziam]] ([[Burkina Faso]] bremañ).
 
Dont a reas e vab [[Monzon Diarra]] war e lerc’h. Hennezh a renas ar vro eus 1790 (pe 1792) betek [[1808]]. Aloubiñ a reas [[TombouctouTombouktou]] e [[1800]] peurgetket ha gant se e lakaat a reaslakaas ar rouantelezh da brasaatvrasaat. E vab [[Da Diarra]] ([[1808]]-[[1827]], a zeuas war e lerc’h, a gendalc’has da astenn ar rouantelezh. Derc’hel a reas penn ouzh [[Sekou Amadou]], renet [[Impalaeriezh peul Makinal]] gantañ, a oa oc’h ober ur brezel santel ouzh an Animisted. Ar vreudeur Da a zeuas an eil war-lerc’h egile da-heul : Tiefolo Diarra ([[1827]]-[[1840]]), Kirango Ba (1840-1848), Nalekoma, Masa Demba (1851-1854), binamari, lesanvet Torokoro Mari ([[1854]]-[[1855]]) hag Oftala Ali (1855-[[1861]]). Ne oa mui rouantelezh Bambara Segou ken kreñv hag a-raok avat.
 
E [[1861]] e lakaas [[El Hadj Omar Tall]] e grabanoù war Segou ha mont a reas Rouantelezh Bambara da get.
Linenn 15:
== Mojennoù Rouantelezh Bambara Segou ==
 
Daou vreur, Niangolo ha barmangolo, o dije savet rouantelezhioù bambara Segou ha Kaarta, hervez ar vojenn. Degouezhout a rejont, argarderien war o lerc’h, war ribl ar stêr [[Niger (stêr|Niger]] met ne oa pirogenn ebet evit mont en tu all d’ar stêr. Hag un dourc’hast d’en em dreuzfurmiñ e pont dirazo da lakaat anezho da dreizhiñ ar stêr [[Niger]].
 
[[Biton CoulibalyKoulibali|Mamari Koulibali]]
 
Ur gourvab da Niangolo eo [[Biton CoulibalyKoulibali|Mamari Koulibali]]. Kouezhañ a reas war merc’h Faro, anezhañ arc’houere ar stêr, a oa o laerezh berjinez en e bark hogen ne lazhas ket anezhi. Faro, evit goprañ anezhañ, a ziskennas un dakenn laezh en e ziv skouarnzivskouarn, evel-se e oa tu dezhañ klevet n’eus forzh peseurt den a oa o klask kavailh outañ.
 
== Mammennoù ==
 
* [http://www.histoire-afrique.org/IMG/pdf/Le_Mali_precolonial.pdf Elmouloud, Yattara , ''Le Mali précolonial'']
* [[Joseph Ki-Zerbo|Ki-Zerbo, Joseph]], ''Histoire de l’Afrique noire'', Pariz, Hatier, 1978.
 
== Lec’hiennoùLiammoù divaez ==
Kevredigezh Segou Breizh [http://perso.wanadoo.fr/ludu29/Segou-breizh/ Kevredigezh Segou Breizh ]
 
{{Porched Mali}}
[[Rummad: Rouantelezh Bambara Segou|*]]
[[Rummad : Istor Mali]]
 
[[En : Bambara Empire]]
[[Fr en: Royaume Bambara de SégouEmpire]]
[[En fr:Royaume Bambara Empirede Ségou]]