Aubrey Beardsley : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pajenn nevez : '''Aubrey Vincent Beardsley''' (21 a viz Eost 1872 e Brighton - 16 a viz Meurzh 1898 e Menton) a oa ur skrivagner hag ur skeudenner breizhveuriat. == E vuhez == E fa...
 
Linenn 2:
 
== E vuhez ==
E familh en em stalias e [[Londrez]] e [[1883]], hag er bloavezhioù da heul e voe dksouezetdiksouezet Beardsley, asambles gant e c'hoar, e-pad sonadegoù, rak barrek-tre e oa war ar seniñ. E [[1884]] e voe kaset da Hove and Sussex Grammar School ([[Brighton]]) hag e [[1888]] e voe degemeret evel skoazeller gant ur savour. E [[1891]], diwar ali [[Pierre Puvis de Chavannes]] ha hini [[Edward Burne-Jones]], e stagas gant an arzoù da vat. E [[1892]] e heulias kentelioù e skol-arzoù Westminster. Brudet e teaus da vezañ a-drugarez d'an tresadennoù a reas evit ar gelaouenn anvet [[The Yellow Book]]. Labourat a reas ivez evit div gelaouenn all : ''The Savoy'' ha ''The Studio''. Skeudenniñ a reas testennoù liesseurt evel [[La Morte d'Arthur]] (gant [[Thomas Malory]]), [[Lysistrata]], pe c'hoazh [[Salomé]] ([[Oscar Wilde]]). Skrivañ a reas ivez un un istor erotek chomet diechu diwar-benn mojenn [[Tannhäuser]]. Flemmskeudennoù a dresas ivez. E dibenn e vuhez e kemmas kredenn hag e teuas da vezañ katolik. Neuze e c'houlennas digant e embanner (Leonard Smithers) distruj an holl dresadennoù en doa savet evit [[Lysistrata]]. Smithers ne reas ket, er c'hontrol e kendalc'has da werzhañ tresadennoù Beardsley ha tresadennoù faos. Mervel a reas Beardsley abalamour d'an droug-skevent pa oa 25 bloaz.
 
{{commonscat|Aubrey Beardsley}}