Aubrey Beardsley : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 6:
 
== E vuhez ==
E familh en em stalias e [[Londrez]] e [[1883]], hag er bloavezhioù da heul e voe diksouezet Beardsley, asambles gant e c'hoar, e-pad sonadegoù, rak barrek-tre e oa war ar seniñ. E [[1884]] e voe kaset da Hove and Sussex Grammar School ([[Brighton]]) hag e [[1888]] e voe degemeret evel skoazeller gant ur savour. E [[1891]], diwar ali [[Pierre Puvis de Chavannes]] ha hini [[Edward Burne-Jones]], e stagas gant an arzoù da vat. E [[1892]] e heulias kentelioù e skol-arzoù Westminster. Brudet e teausteuas da vezañ a-drugarez d'an tresadennoù a reas evit ar gelaouenn anvet [[The Yellow Book]]. Labourat a reas ivez evit div gelaouenn all : ''The Savoy'' ha ''The Studio''. Skeudenniñ a reas testennoù liesseurt evel [[La Morte d'Arthur]] (gant [[Thomas Malory]]), [[Lysistrata]], pe c'hoazh [[Salomé]] ([[Oscar Wilde]]). Skrivañ a reas ivez un un istor erotek chomet diechu diwar-benn mojenn [[Tannhäuser]]. Flemmskeudennoù a dresas ivez. E dibenn e vuhez e kemmas kredenn hag e teuas da vezañ katolik. Neuze e c'houlennas digant e embanner (Leonard Smithers) distruj an holl dresadennoù en doa savet evit [[Lysistrata]]. Smithers ne reas ket, er c'hontrol e kendalc'has da werzhañ tresadennoù Beardsley ha tresadennoù faos. Mervel a reas Beardsley abalamour d'an [[droug-skevent]] pa oa 25 bloaz.
 
{{commons|Aubrey Beardsley}}