Arkeologiezh : diforc'h etre ar stummoù

262 okted ouzhpennet ,  13 vloaz zo
 
An '''arkeologiezh''' pe henoniezh a zo unan eus [[skiantoù an den]]. Klask a ra, dre ober studiennoù war an dachenn, dre studïañ danvez ha gant teknikoù skiantel, resisaat penaos e oa doare an dud gwezhall gozh, o liammoù gant o endro, an darempredoù kenetrezo, hag o c’hredennoù.<br>
Gant an arkeologiezh e vez adaozet buhez hon hendadoù dre arverañ kement roudenn a zo chomet war o lerc'h (skridoù, rivinoù, relegeier, oustilhoù, livadurioù, podoù-pri, armoù, pezhioù moneiz, bizoù, gwiskamantoù...) a-benn kompren o modoù da vevañ. Dre-se e c'haller anavezout kalz gwelloc’h amzer dremenet ar sevenadurezhioù a-vremañ, hon broioù gwechall, hag e vez komprenet perak emañ ar bed evel m’emañ, ar perag eus an darempredoù etre ar broioù bremañ, betek (marteze) kinnig martezeadennoù a-fed an amzer da zont, pe diwall da gaout diaesterioù en dazont. Rak da-lavaras un den : « ur sevenadurezh hep tremened a zo ur sevenadurezh hep dazont ».
 
====Evezhiadennig====
E brezhoneg e kaver a-wechoù ar stumm [[hendraoùouriezh]] diwar hen (kozh) + tra -où + -ouriezh (ar ouiziegezh pe ar studi). Implijet eo bet gant [[Frañsez Vallée]] ha [[Meven Mordiern]] en o levrioù war istor ar Gelted kozh pe istor ar bed.
 
 
1 103

edits