Diforc'hioù etre adstummoù "Kamp-diouennañ"

2 151 okted ouzhpennet ,  14 vloaz zo
 
Evit bezañ sur e chomfe sioul ar brizonidi betek ar vunutenn diwezhañ e veze roet dezho da grediñ e oant o vonet da gaout ur strinkad dour en abeg da reolennoù ar yec’hedouriezh.
Maen-diazez ar sistem e oa ar goanag a veze silet e speredoù an dud betek ar mare diwezhañ. Gant kej-mej ar goanag hag ar spont rak an nerzh kriz hag ar marv e oa trawalc’h da vougañ en den ar c’hoant da stourm ouzh ar vistri ganas, ha se zo kaoz e voe ken aes da sevenerien an [[diskoulm diwezhañ]] kas kement a dud d’ar marv dindan ken berr amzer.
Devet e veze ar c’horfoù er fornioù pe douaret e fozioù bras-ec’hon tra ma veze dastumet o feadra, dilhad hag all, ha kaset en-dro da Alamagn gant an trenioù o devoa-i degaset.
Lorc’h a oa en ijinerien ar sistem gant an aozadur ha mont en-dro al labouradegoù-lazhañ-se. War un dro e lakaent o c’hrabanoù war gement tra a c’halle ar Reich ober e vad anezhañ : dilhad, blev, aour, lundedoù…
 
Er c’hampoù–diouennañ ma oa labourerien ivez ne veze ket lazhet kerkent ha degouezhet ar re greñvañ eus an dud. Gouzañv a rankent doareoù-bevañ spontus ar c’hampoù ma veze roet roll da gorvigell ha drougiezh o mistri. Buan e varve al lod vrasañ anezho gant al labour brevus, ar bazhadoù, an naonegezh, ar c’hleñvedoù, a-wechoù gant un tenn war-lerc’h an disterañ fazi, hep ankounac’haat an arnodoù ‘’skiantel’’ a veze graet warno. Ne veze ket hir ar goanag da vevañ, un toullad deizioù nemetken. Sklaved e vezent en ur sistem spontus o lakae da ziskenn izeloc’h eget loened ha da vezañ binvioù da zistruj o zud pe o fobl.
Ar c’hampoù-labour dre heg savet e Pologn, pe e vijent kampoù diouennañ pe kampoù-bac’h evel hini Stutthof e-tal-kichen Gdansk, a rank bezañ disheñvelekaet diouzh ar c’hampoù-bac’h savet a-raok ar brezel war zouar ar Reich. Rak n’o devoa ken karg nemet da lazhañ, abred pe diwezhatoc’hik, an dud a zegouezhe enno.
 
==Lennegezh==
*Meneget eo al levrioù pouezusañ er pennadoù diwar-benn al [[Loskaberzh]] hag ar [[Shoah]].
 
==Mont da welout==
 
===Liammoù diabarzh===
*[[Listenn ar c’hampoù-bac’h]] savet gant an [[Nazied]]
*[[Shoah]]
*[[Nagennouriezh]]
 
===Liammoù diavaez===
*E galleg: [[Association Fond Mémoire d'Auschwitz]]
*E saozneg: [[United States Holocaust Memorial Museum]]
 
==Da vont pelloc’h==
182 494

modifications