Job Jaffre : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 3:
Ganet eo Job Jaffre d'ar 6 a viz [[Mae]] 1906 en un tiegezh labourerien douar, en ur gêriadenn anvet Manepil, e kumun Berne. Bet eo er skol e [[Kernaskledenn|Karnasen]] a-raok bezañ bet kaset da Redon da skol Sant-Salver gant person ar barrez. Eno e lennas ul levr nevez embanet anvet " Ar en Deulin" gant Y-B Kalloc'h. Al levr-se a oa un dizoloadenn evitañ.
 
===E yaouankiz===
Da 16 vloaz e krogas da genlabourat gant [[Loeiz Herrieu]] er gelaouenn [[Dihunamb]]. Dianavezet e oa e anv pluenn d'ar mare-se gant an dud.
 
Dont a reas da vezañ skolaer e skol Kernaskledenn a-raok mont da labourat er gazetenn pemdeziek "[[Le Nouveliste du Morbihan]]", rak asantet en doa bezañ penn-skrivagner ar gazetenn.
 
===E-pad an Eil Brezel Bed===
Ezel eo bet eus ar strollad[[Strollad Broadel eus Breizh]]. E miz Kerzu 1940 ez a kuit eus ar gazetenn "Le Nouveliste du Morbihan", rak asantet en doa bezañ penn-skrivagner ar gazetenn "[[L'Heure Bretonne]]". Rebechet e vez dezhañ un nebeud frazennoù vil en dije bet skrivet eno evel : "A la porte les juifs & des enjuvés", eo ar pez a skriv Job Jaffre, hag eñ rener "L'Heure Bretonne" an devezh goude skrapadeg ar "[[Vel' d'hiv]]". Goude-se, e teu da vezañ kelaouenner e kazetenn "[[La Liberté du Morbihan" met unan hag a zifenn sevenadur Breizh.
 
===Goude ar Brezel===
E 1979 e vez adkavet Job Jaffre war ul luc'hskeudenn evel skidaozer er gelaouenn "[[Breizh]]".
Mervel a reas Job Jaffre d'an 12 a viz Meurzh 1986.
 
Dre-vras, memes tra, daoust d'un nebeud skridoù direnkus e-kerzh ar brezel, e chomo en eñvor an dud ez eo bet Job Jaffre ur Breizhad feal, fentigeller ha kelaouenner ampart.
 
==Oberennoù==