Ìle : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 4:
'''Ìle''' eo anv [[gouezeleg Skos|gouezelek]] (distagadur [[IPA]]: [ˈiːlʲə]) un enezenn eus an [[Inizi Gall]], e [[Bro-Skos]], a vez graet ''Islay'' (distagadur IPA: [ˈaɪlə]) anezhi e [[saozneg]], hag a vez kavet en anv [[Caol Ila]], anv unan eus an dourennoù na dorront ket ar sec'hed met a zigor d'an den dorioù meur a baradoz (ar [[wiski]]).
 
Bez' ez eo ar greisteisañ eus an [[Inizi Gall]] tostañ, ha ''Banrìgh nan Eilean'' (rouanez an inizi) a vez graet anezhi. En Argyll emañ, tostik hag er c'hornôg da Enez [[DiuraDiùra]], 40 km en hanternozda aod Iwerzhon a weler pa vez digatar an oabl.
 
Kêr-benn an enez eo [[Am Bogha Mòr]] (Bowmore), hag a zo enni, ouzhpenn ul labouradeg wiski, un iliz kelc'hiek, e Killarow. [[Port Ellen]] avat eo al lec'h tudetañ.