Diforc'hioù etre adstummoù "Tog"

32 okted ouzhpennet ,  12 vloaz zo
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
[[Image:Many hats.jpg|thumb|left|200px|Togoù a bep seurt]]
 
[[Image:PaulStrandBowlerHat.jpg|thumb|left|200px|Un ''tog pomper'', e 1916]]
 
Un '''tog''', pe ur '''c'habell''', zo ur pezh [[dilhad]] a vez lakaet war [[penn]] an dud, koulz [[paotr]]ed koulz [[merc'h]]ed. A bep seurt togoù zo, pep seurt stumm dezho.
 
[[Image:Detail from a painting of Napoleon.jpg||thumb|200px|Tog daougornek Napoleon.]]
[[Image:PaulStrandBowlerHat.jpg|thumb|left|200px|Un ''tog pomper'', e 1916]]
 
 
 
Betek kreiz an XXvet kantved e oa ret d'an dud goleiñ o fenn e pep lec'h, panevet-se ne oant ket gwisket da-vat. Ne oa nemet ar vugale ha ne oa ket ret dezho.
Pa vez gwelet filmoù kozh e weler micherourien gant kasketennoù, pesketaerien gant bonedoù, labourerien-douar gant togoù, merc'hed gant koefoù, pe gant mouchouerioù. Ha soudarded, poliserien, beleien, gwisket o fenn ivez.
 
Ne oa nemet er gêr, hag er parkeier pe war vor, ne oa ket ret gwiskañ ar penn. Met er parkeier evel war vor, ma laboure an dud dindan ar seizh amzer, e oa furoc'h goleiñ ar c'hlopenn, traken 'met evit ar yec'hed.
 
[[Image:Auguste Renoir - Le Déjeuner des canotiers.jpg|thumb|Toget eo an holl (pe dost), paotred ha merc'hed, e taolenn [[Auguste Renoir]]. ]]
Tennet e veze an tog dirak an dud uhel, ar [[person]] evel-just, ar maer, an [[aotrou]] (perc'henn an douar, pe an ti), ar skolaer. Hag ivez en iliz.
 
Ar merc'hed avat ne oa ket ret dezho ober, na dirak tud uhel na "dirak Doue", dre ma ne oa ket dereat dezho dispakañ o [[blev]].
 
 
186 698

modifications