Ekologiezh politikel : diforc'h etre ar stummoù
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
liammoù |
||
Linenn 2:
An '''ekologiezh politikel''' a zo un ideologiezh politikel a gav e orinoù, e keñver istor hag e keñver menozioù, er stourmoù evit difenn an endro, met ivez e stourmoù [[diveliouriezh|diveliour]] ar [[bloavezhioù 1960]] ha 1970 (hippied, [[Mae 68]], h.a.). Evit pal en deus da grouiñ ur gevredigezh soutenabl (''sustainable''). An ekologourien politikel a lavar ez eo un alternativenn kement d'an [[tu-dehou]] [[kevalaouriezh|kevalaour]] pe [[mirouriezh|mirour]] ha d'an [[tu-kleiz]] [[marksouriezh|marksour]], daoust ma n'em lec'hiont alies diouzh an tu-kleiz. Kondaoniñ a reont da skouer an holl ideologiezhoù all (kement re an tu kleiz ha re an tu dehou eta) evit bezañ [[ampletuzouriezh|ampletuzour]] ha
Un nebeut eus ar menozioù a framm an ekologiezh politikel:
*Lakaat war-raok ar produiñ hag ar c'henwerzh lerc'hel (ar [[c'helc'hiad berr]]) evit dioroiñ an ekonomiezh lerc'hel, bevenniñ ar muiañ posubl an niver a hantererien, ha chom hep saotrañ-re dre an transportoù.
*A-enep d'an [[energiezh nukleel]] ha d'an teknikoù risklus pe saotrus dre-vras (ar [[Benvegadoù Kemmet en un doare Genetek]] -
*Stourm a-enep d'ar saotradur el labour-douar (
*Un engouestl kreñv evit dioroadur an demokratelezh er gevredigezh, o klask lakaat war-raok an demokratelezh an tostoc'h posubl eus ar poblañs : bez ez int evit dioren ar votadegoù kenfeurel, evit ma kemerfe perzh ar brasañ niver a dud en divizoù (""participatory democracy"" ha ""deliberative democracy"" e saosneg), hag evit klask tizout ar muiañ posubl ur c'henemglev er c'hemer divizoù (d.l.e. e rank
*Lakaat taosoù ekologel war an holl oberiantizoù saotrus. Ar gouarnamant a rankfe ivez paouez da reiñ sikourioù d'an oberiantizoù-se (labour-douar industriel, industriezhoù saotrus, transportoù saotrus, h.a.).
*Digastizañ implij an drammoù war skouer an [[Izel-Vroioù]].
*Un [[demokratelezh bevrannvroel]] o eztaolañ er bed politikel ar bevennoù ekologel.
Dre ma n'eo ket liammet an ekologiezh politikel en un doare sklaer ouzh ur c'hlasad sokial nag ouzh ur strollad interestoù resis, ne gresk ar strolladoù ekologel nemet en un doare goustad dre vras. Er stadoù dioroet e tap [[ar re C'hlas]] etre 3 ha 12% eus ar mouezhioù a geidenn, o kemer perzh er galloud alies evel kevelerien a eil renk (daoust ma 'z int deuet da vezañ eil strollad an tu kleiz e broioù evel Bro C'hall pe Alamagn).
Lieseurt eo familh an ekologiezh politikel, enni is-familioù par d'an [[eko-anarkouriezh]], an [[eko-maouezouriezh]], an [[eko-rannvroelouriezh]], an [[eko-mirouriezh]], h.a. Stourmoù a bep seurt a vez renet gant an ekologourien par d'ar [[peoc'hgarouriezh]], d'ar [[stourmoù enep-nukleel]], d'ar stourmoù evit [[difenn gwirioù al loened]], h.a.
|