Diforc'hioù etre adstummoù "Fañch Elies Abeozen"

Diverradenn ebet eus ar c'hemm
{{LabourAChom}}
[[Skeudenn:Abeozen-yaouank.jpg|right]]
 
Ur skrivagner brezhonek eo '''Fañch Elies''' (''Jean-François-Marie Éliès''), anavezetoc'h dre e anv-pluenn '''Abeozen'''. Ganet eo bet en [[An Dre Nevez|Dre Nevez]] d'an [[22 C'hwevrer|22 a viz C'hwevrer]] [[1896]] ha marvet er [[Ar Baol-Skoubleg|Baol-Skoubleg]] d'an [[3 Mezheven|3 a viz Mezheven]] [[1963]]. Ur yezhoniour hag ul lennegour brezhonek eo bet, met sevel a reas ouzhpenn un nebeud oberennoù lennegel (ur pezh-c'hoari, barzhonegoù, danevelloù ha [[romant]]où), [[yezhadur]] ar brezhoneg krenn, istor al lennegezh vrezhonek, dastumadoù ha labourat a reas ivez war ar [[kembraeg|c'hembraeg]]. Troet en deus ar [[:cy:Mabinogion|Mabinogion]] (ar [[Mabinogi]] e brezhoneg).
 
==Buhez==
 
[[Skeudenn:Abeozen-yaouank.jpg|right]]
Mont a reas da skol ar Frered da [[Landivizio]] e-lec'h ma oa [[Klaoda ar Prat]] o kelenn hag hemañ eo a reas ur broadelour deus outañ. Pa oa en e soñj mont da [[beleg|veleg]] ez eas da [[kloerdi|gloerdi]] [[Kemper]] eus [[1907]] da [[1914]]. Kaset da soudard e voe gloazet gant ar gazoù ha tapañ a reas ur [[yec'hed]] fall diwarno. Goude ar brezel ez eas da [[Pariz|Bariz]] evit tapout un [[aotreegezh]]. Kelenner e voe e [[Dinan]] ha [[Sant-Brieg]] a-raok mont da [[Roazhon]] da gelenn el lise ha da studiañ er skol-veur war ar memes tro.
 
292

modifications