Kamp-diouennañ : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pokorny (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
{{Loskaberzh}}
 
Ur c’hamp-diouennañ a zo ur c’hamp-bac’h aozet evit lazhañ tud a vernioù (a gantadoù pe a viliadoù). Peurvuiañ e vez graet an anv-se eus ar c’hampoù-diouennañ savet gant an [[Nazied]] e-pad an [[eil brezel bed]].
 
E kampoù-diouennañ an Nazied e veze aozet ha kaset da benn, gant doareoù an industriezh, al lazhadegañ tud a veze kavet diezhomm, [[Yuzevien]] anezho dreist-holl, hogen [[Romed|tsiganed]] hag [[heñvelrevaded]] ivez.
Evit a sell ar Yuzevien e veze graet «an [[diskoulm diwezhañ]] da gudenn ar Yuzevien » eus al lazhadegañ gant an dud e karg dindan an Nazied.
 
Linenn 12 ⟶ 14:
 
==Mont en-dro ar c'hampoù==
Krog e oa ar c’hampoù-diouennañ da vont en-dro adalek penn-kentañ ar bloavezh 1942. C’hwec’h e oant neuze, hag an holl anezho savet e Pologn nevez-aloubet : Auschwitz-Birkenau, Treblinka, Majdanek, SobiborSobibór, BelzecBełżec, ChelmnoChełmno.
*Evit Auschwitz-Birkenau ha Majdanek a oa war un dro kreizennoù lazhañ diouzhtu ha kampoù-labour dre heg.
*Treblinka, SobiborSobibór, BelzecBełżec ha ChelmoChełmno ne oant nemet lec’hioù da lazhañ tud kenkent ha degouezhet. E gwirionez ne oant ket kampoù zoken dre ma ne oa netra aozet a-benn reiñ bod d’an dud [[dezouget]] a veze lazhet diouzhtu. Un nebeud prizonidi koulskoude, a veze lakaet d’ober war-dro ar c’hamp.
 
Evit bezañ sur e chomfe sioul ar brizonidi betek ar vunutenn diwezhañ e veze roet dezho da grediñ e oant o vonet da gaout ur strinkad dour en abeg da reolennoù ar yec’hedouriezh.