Daniel Kernalegenn : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 2:
 
[[Skeudenn:Daniel Kernalegenn.JPG|thumb|left|400 px|Daniel Kernalegenn en e di, dibenn miz Kerzu 2008]]
Buhez
Ganet eo Daniel Kernalegenn d'an 19 a viz Eost 1952 e Landrevarzeg e Kerne (e-kichen Kemper war kanton Brieg ). N'en d'eus ket graet kalz a studioù met tapet en deus, memestra, ur vachelouriezh F3 (elektronik) e 1970.
Pa oa bihan, klevet a rae brezhoneg 'vit ar wech, e dud hag e vamm-gozh, a oa o vevafi gantais, ne oa nemet brezhoneg etrezo. Ouzhpenn-se e oa enno un ostaliri a-ziwar ar maez ha ne oa nemet brezhoneg etre an dud. Desket en deus lenn ha skrivafi brezhoneg drezafi e-unan. D'ar Sadorn 21 a viz Here e oa bet roet o Bilez pevar ezel eus burev Diawan (diwar seizh), Daniel Kernalegenn a rae parti dioutafi.
Ar skrivagner
Pa oa 13 vloaz (tro-dro), en deus skrivet traouigoù bihan, plijout a rae dezhafi lakaat kanaouennoù ar mare-se (re Antoine) e brezhoneg. Gortozet en deus e 40 vloaz evit skrivafi da vat.
Lennegezh brezhonneg (e son'j'où)
« Evel en holl yezhoù ez eus levrioù kaer ha lod ail kalz divaloc'h. Er bloavezhioù tremenet ez eus bet skrivet oberennoù a feson a gav din. Sofij a rais dreist-holl a levrioù Mich Beyer pe reoù Yann Fulup Oillo (siwazh ne skriv ket awalc'h). Seul vuioc'h a vo skrivet en hor yezh ha seul vuioc'h a chafisoù da gaout oberennoù a blijo d'an dud ha oberennoù a dalvoudegezh. »
Oberennoù
Troet en deus tri levr hag embannet int bet betek-henn :
• Ar vosenn skarlek troet diwar « The scarlet plague » eus Jack London.
• Colomba troet diwar « Colomba », skrivet gant Prosper Mérimée.
• Frederig troet diawar un troidigezh galleg eus levr Hans Peter Richter « Damais War es Freidrich ».
Savet eo bet gantais ivez, ul levr war anvioù-lec'h Landrevarzeg.
 
====Liammoù====