Ivetig an Dred-Kervella : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 12:
E 1947, e dimez gant Frañsez Kervella, skrivagner ha yezhadurour war ar brezhoneg, anvet ivez gant an anv-pluenn : Kenan Kongar. Asambles emaint o vont da gas war raok ar brezhoneg. Pevar bugel o deus bet asambles, Riwanon, oc'h ober war dro SKOL OBER ha bet roet dezhi Kolier an Erminig e 1999, Divi oc'h ober war dro an embann brezhoneg evit mouladurioù HOR YEZH , he eil merc'h war-dro abadennoù brezhoneg war FR 3 hag Erwan, he mab henañ, treser fentus ha barzh hag a zo marvet e 1984 da bemp bloaz ha tregont.
 
===Sonjoù===
 
Hervez testeni Daniel Giraudon, Ivetig an Dred a zo ur vaouez eurus ha leun a startijenn, a vousc'hoarzh kalz hag a lavar e soñj, ha prest dalc'hmat da reiñ sikour d'ar re a deu da well anezhi evit he gouiziegezh.
 
===Oberennoù===
Ul levr :
 
*''War ar gegin ha war an daol'', levr keginañ aozet gant Ivetig an Dred, embannet e ti BARR-HEOL e 1975.
*Pennadoù bet embannet gant Ivetig an Dred met gant an anv-pluenn Soaz an Tieg, e ti embann [[Al Liamm]] :