Bernez Tangi : diforc'h etre ar stummoù

1 433 okted ouzhpennet ,  13 vloaz zo
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Aucun résumé des modifications
*[http://www.lyrikline.de/fr/AuthorDetails.aspx?authorId=bt00&activeElement=biography Des poèmes à lire et à écouter]
*[http://www.antourtan.org/radio-2001-2004/evt/180601.html Interview à la radio]
 
====Barzhoneg====
Setu ur barzhoneg brav ha trist, gant Bernez Tangi, ha bet kanet get Denez Prigent en e bladenn gentañ, "ar gouriz koar". Embannet eo bet er bloaz 1987, er gelaouenn ''Skrid''. Kanet eo bet ivez ar ganaouenn-se gant B. Tangi e-unan, hag enrollet war ur gasetig anvet ''Kest al lec'h''. [[Mona Jaouen]] a blij dezhi kanañ anezhi. A-hend-all e kustume Annie Ebrel kanañ ar werz-se, kempennet brav, gant ar strollad "Dibenn" un bloavezhioù 'zo. Enrollet e oa bet war ur vaketenn-standilhon ar strollad e 1991, met n'ouzer ket hag embannet e vije bet da c'houde.
 
===== Plac'h Landelo =====
 
 
Bez' zo ur plac'h e Landelo
''landandeli di landandandeli di lan dan dan deli deli do''
Bez' zo ur plac'h e Landelo
kant gwech 'deus karet
kant gwech bet gloazet
 
Freget he c'halon e pilhoù
'barzh 'vefe kavet
ur prad alaouret
 
Kleier hanternoz ga't o sko
ez a kuit diarc'hen
gant he sae saotret
 
Ur puñs e-kichen a zo
d'ar veol hi zo aet
he divronn 'deus glebiet
 
Al loar a luc'h tro-war-dro
en dour trankilaet
'zegas dezhi he c'hened
 
Met galv' 'ra 'nezhi ar c'hav
va c'hoantig karet
amañ 'vo ankouaet
 
'Kichen 'kresk ur bod iliav
mar plij, me ho ped
kemerit un tamm
 
Hag an tamm-se c'hwi a daolo
'lec'h 'mañ-hi kousket
'N he bez-dour da viken.
 
Al loar a luc'h tro-war-dro
An dour sioulaet
'zegas dezhi he c'hened
 
(diwar forom lec'hienn Kervarker[http://www.kervarker.org/forum_archives/forums1_kenskriva85.html])
 
{{DEFAULTSORT:Tangi, Bernez}}
292

modifications