Ostrogoted : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
D →‎Teodorig ar Bras: vioù-koukoug
Linenn 22:
An hini pouezusañ eus o roueed, [[Teodorig ar Bras]], a voe ganet war-dro [[454]]. Desavet e voe e [[Kergustentin]], rak kemeret e oa bet evel den-gouestl gant galloud roman ar reter.
 
Dilennet e voe da roue war an Ostrogoted e [[474]]. War c’houlenn [[Zenon]], impalaer roman ar reter, ez eas TheodorikTeodorig hag an Ostrogoted, e [[488]], da adtapout Italia, a oa bet aloubet gant pobloù german. E miz Meurzh [[493]] e voe kemeret [[Ravenna]] ganto ha gant TheodorikTeodorig e-unan e voe lazhet ar penn german [[Odoaker]] (Audawakrs) en doa kemeret plas an impalaer roman diwezhañ, [[Romulus Augustus]]. Emanvet e voe Teodorig da b-''princeps Romanus'' (penn ar Romaned) ha ren a reas '' e-lec’h an Impalaer'' war Italia, [[Sikilia]], [[Dalmatia]] ha [[Pannonia]]. Er brezel-se e voe skoazellet an Ostrogoted gant ar Wizigoted moarvat.
 
[[Image:Ostrogothic Kingdom.png|thumb|right|200px|Tachenn an Ostrogoted dindan ren Teodorig ar Bras]]
Adunanet e voentvoe an div bobl e-pad ur pennadig er [[VIvet kantved]], pa teuaszeuas [[Teodorig ar Bras]] da vezañ, ouzhpenn roue an Ostrogoted, lezroue ar Wizigoted ivez e-doug un ugent vloaz bennak.
 
En [[Emgann Vouillé]], e [[507]], e voe trec’het ar [[Wizigoted]] gant ar [[Franked]]. Aloubet e voe Akitania gant ar re-se hag en em astenn a reas o domani war-zu ar c’hreisteiz, betek [[Tolosa]]. Dont a reas Teodorig, da wareziñ douaroù all ar Wizigoted, evel lezroue e-lec’h roue ar Wizigoted, a oa e vab-bihan [[Alamarig]]. [[Septimania]] (Lengadok bremañ) hag ul lodenn vat eus al ledenez iberek a dremenas dindan e c’halloud, e [[511]]. Keit ha ma vevas Teodorig e voe unanet an holl C’hoted dindan e ren.
 
Domani an Ostrogoted a oa ur vro poblet gant [[Germaned]] hogen unan gwall levezonet gant sevenadur Roma. TheodorikTeodorig a oa, war un dro, roue an Ostrogoted hag hêr d’an impalaerien roman. En hanternoz Italia e oa stank a-walc’h an Ostrogoted moarvat ; er c’hreisteiz avat e oant distankoc’h avat. Kichen-ha-kichen e veve diskennidi ar C’hoted ha re ar Romaned, en emglev. Melestradurezh ar Romaned a gendalc’has da vont en-dro evel diagent, difennet gant galloud armeoù an Ostrogoted. Hogen ar reizhiad-se, ma oa unanet sevenadur ar Romaned gant nerzh ar C’hoted, ne badas ket pelloc’h eget Teodorig ar Bras, ha mervel a reas hemañ d’an [[30 Eost|30 a viz Eost]] [[526]].
 
Goude marv Teodorig e voe rannet an Ostrogoted hag ar Wizigoted adarre. [[Amalarig]] a yeas e penn rouantelezh ar Wizigoted en Iberia hag e Septimania. ''Provincia'' ([[Provañs]]) a voe staget ouzh domani an Ostrogoted.